E Essé, e reter Il-ha-Gwilun, ez eus un daol-vaen eus ar re gaerañ : Ar Roche aux Fées an hini eo. Rak tud ar vro a soñje e oa boudiged o chom enni. 25 000 den a zeu da welet anezhi bep bloaz. Ur gwir zedenn touristel eo. Ar pezh zo, abaoe bloavezhioù emañ breskaet an daol-vaen abalamour d’un hent, an RN341. Kirri-tan ha dreist-holl kirri-samm ha trakterioù o tremen e-biou noz-deiz ha setu ar mein o frailhañ. Ur gevredigezh « La Nature en ville » a sonn ar c’hloc’h abaoe bloavezhioù bremañ. Hervezi ez eus re a zaskrenadennoù. Ha gwasoc’h e vo an traoù ma vez savet ar parkva a zo an departamant 35 e soñj d’ober. Ha, gwasoc’h c’hoazh, hervez ar C’henstrollad La Roche aux Fées e vo distrujet gwezennoù evit netra evit sevel ar parka.
Er c’hontrol, dav e vefe suraat al lec’h dre sevel un takad degemer ekologel a soñj an div gevredigezh.
An departamant eo a zo e karg eus ar lec’h-se. Hogen, n’eus ket mui arc’hant e kefoù ar c’huzul departamant. Penaos e c’hello an ensavadur lakaat arc’hant en ur raktres sirius ?
D’ar 24 a viz eost da 11e e vo un tolpadeg evit kelaouiñ an dud war ar pezh a c’hellfe bezañ graet. Ur petision a zo en linenn ivez.
Crédit photo : Kenstrollad La Roche aux Fées
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine