Boutailhadoù dour eus an inizi Fidji da werzhañ e kreiz-kêr Roazhon !

Publicité

Setu ar voutailh a zo bet kavet ganimp en ur C’harrefour city eus Roazhon

Evit arruet war estajerenn ar stalig-mañ he deus graet ar voutailh-mañ ur sapre hent a 22 000 km ! Pebezh bilañs karbon !

Hervez ar vruderezh peget warni eo « glan kenañ » an dour-mañ, hini « glanoc’h ar bed » zoken. Hogen n’eo ket glanoc’h eget dourioù all a zo pompet er menezioù pe me oar. Un « dour artezian » eo, da lavaret eo tennet eus ar gwelead dour kondon eus ar Fidji hep ma vefe ezhomm pompañ anezhi. Met e kreiz kêr Paris ez eus teir feunteun gant dour artezian ivez enni, o tont eus donder douar Paris. Hervez kont eo pur-tre an dour-mañ daoust dezhi bezañ dindan ur gêr ken polluet.

Penaos e c’heller gwerzhañ boutailhoù dour o tont eus ken pell tra ma zo meur a zourioù eien e Breizh hag e Bro-C’hall ? N’eo ket bet aozet tamm manifestadeg bennak ebet dirak ar C’harefourioù city gant boboed eus kreiz-kêr evit poent, bepred… Ouzhpenn-se n’eo ket sklaer-sklaer an embregerezh a brodu an dour-se evit a sell ouzh an tailhoù da baeiañ d’ar gouarnamant fidjian ! Met ne vern… Marteze e vez prenet an dour-se gant ekologourion zo evit « netaat o « c’hroc’hen brizius », piv oar ?

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Boutailhadoù dour eus an inizi Fidji da werzhañ e kreiz-kêr Roazhon !”

  1. PL44 dit :

    En Island, posubl eo evañ dour ragistorel.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.