Penaos argasiñ ar re n’o deus netra d’ober e Breizh pe vez hen-mañ-hen o talañ ouzh ar barnadennoù justis ? E Sant-Brieg, klub ar Griffons, ar « Stade Briochin », en deus kemeret dindan e askell ur C’hongolad yaouank, Jessy, arruet e Breizh ur bloaz zo, war zigarez e vefe eñ un den a-youl vat eus ar c’hlub hag un « tredeog » zoken. Ha eñ ha kontiñ un istor vrav, re-bar d’ar re a vez kontet gant ar c’hevredigezhioù pro-repuidi : « un emsavour politik eo en e vro, ar C’hongo RDC, ha gourdrouzet eo gant tud drouk eno ». Brav evel ur stirad Netflix !
Ha padal, en deus goulennet div wezh bezañ degemeret e Bro-C’hall diwar ar « gwir minic’hi ». Ha div wezh eo bet korbellet. Evit ma vefe korbellet un repuad gant ar melestradur gall, dav eo dezhañ kaout un dosier gant meur a si ennañ ! Ne vern, kendalc’h a ra ar c’hlub da souten anezhañ. « C’hoant en deus bezañ tredeog a-vicher a-benn pemp bloaz » eme ar Stade. Diaes eo d’ar c’hluboù kavout paotred pe merc’hed ar c’hwitell, neuze e klaskont moumounañ anezhañ, anat.
Gwelet ‘vo penaos e troio an traoù a-benn pemp bloaz aze.
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine