
Caroline Faget a zo ur sonerez hag ur gelennerez piano o chom e Penn-ar-Bed ha setu ar pezh he deus embannet war he fajenn Facebook diwar-benn fest-noz Pluwen.
Meuleudiñ a ra e galleg ar « COMPLEMENTARITE » er fest-noz ha rezon he deus evel just. Paotred pe merc’hed a zo bet a-holl viskoazh asambles war leurennoù ar festoù-noz hag un dra vat ha normal eo. N’eus tamm « sujed » ebet amañ.
Met gwregelourezed zo o deus c’hoant da vont pelloc’h c’hoazh : evit pediñ ur vaouez bremañ e ranko aozerien ar festoù-noz kavout un doare da ziwall bugale ar sonerez/kanerez ! Setu ar pezh a vez goulennet dija gant gwregelourezed zo !
Petra a c’hoarvezo d’ho soñj : ne vo ket pedet ar mammoù da ganiñ er festoù-noz ken gant aon da vezañ rediet d’ober war-dro o bugale. Pe pedet e vo sonerezed vrudet nemetken gant aozerien festoù-noz bras ha dilezet e vo ar re a grog gant ar vicher. « Oh homañ he deus bugale yaouank, arabat pediñ anezhi, ni ‘ranko ober war o zro ! »
Ha petra vo goulennet bremañ gant ar merc’hed a-raok sinañ ur c’hevrad gant un aozer fest-noz bennak : « ha bugale « teus ? »
Er festoù-noz evel er gevredigezh a-bezh, stultennoù ha reklemoù diboell an nevez-gwregelerezed a lak diaes an holl merc’hed ‘m eus aon.
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine