D’an 28 a viz kerzu, just goude Nedeleg, zo bet lakaet tan e kraou ar pellgent eus iliz Brasparzh, e menez Arre. Hervez ar gazetenn katolik en-linenn Ar Gedour n’hallo ket ar c’hraou bezañ savetaet. An archerien o deus digoret un enklask evit gouzout ar pezh a zo c’hoarvezet. Evit poent, n’o deus ket kavet an afer, ne oaront ket hag un taol-dichañs pe un ober droukyoul eo ha serret e vo an iliz evit ma c’hellfe an enklaskerien labourat en o aes. Eüruzamant eo bet mouget an tan raktal a-raok ma krogfe e pezhioù arrebeuri an iliz.
War ar fotoioù graet an an Telegram e weler un delwenn eus ar c’hraou dibennet.
Dipitet eo tud Brasparzh evel just ha mantret gant an degouezhadenn-mañ. Hag un ober enep-kristen eo ? Gant strolladoù politikel zo o c’hwezhañ an tan etre an dud, etre ar c’humuniezhoù ha dreist-holl o c’hwezhañ war an tan a-enep ar feiz kristen n’eo ket souezhus e vefe ankeniet Brasparzhiz gant seurt degouezhadenn.
Ar bloaz-mañ ez eus bet ur barrad a gasoni e-enep ar c’hrevier hag ar marc’hadoù nedeleg, a-enep ar ger « Nedeleg » memes, e Bro-Frañs ha betek e Beljia. N’eo ket mui diogel an gristenien e Broioù ar C’hornôg. Ha n’eo ket ar vuzulmaned a zo e penn ar stourm a-enep ar feiz katolik, abostolik ha roman, ar Gaochisted ne lavaran ket, tud difeiz, speredoù lous ha tud n’o deus tamm moral ebet.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.