Publicité

D’an 28 a viz kerzu, just goude Nedeleg, zo bet lakaet tan e kraou ar pellgent eus iliz Brasparzh, e menez Arre. Hervez ar gazetenn katolik en-linenn Ar Gedour n’hallo ket ar c’hraou bezañ savetaet. An archerien o deus digoret un enklask evit gouzout ar pezh a zo c’hoarvezet. Evit poent, n’o deus ket kavet an afer, ne oaront ket hag un taol-dichañs pe un ober droukyoul eo ha serret e vo an iliz evit ma c’hellfe an enklaskerien labourat en o aes. Eüruzamant eo bet mouget an tan raktal a-raok ma krogfe e pezhioù arrebeuri an iliz.

War ar fotoioù graet an an Telegram e weler un delwenn eus ar c’hraou dibennet.

Dipitet eo tud Brasparzh evel just ha mantret gant an degouezhadenn-mañ. Hag un ober enep-kristen eo ? Gant strolladoù politikel zo o c’hwezhañ an tan etre an dud, etre ar c’humuniezhoù ha dreist-holl o c’hwezhañ war an tan a-enep ar feiz kristen n’eo ket souezhus e vefe ankeniet Brasparzhiz gant seurt degouezhadenn.

Ar bloaz-mañ ez eus bet ur barrad a gasoni e-enep ar c’hrevier hag ar marc’hadoù nedeleg, a-enep ar ger « Nedeleg » memes, e Bro-Frañs ha betek e Beljia. N’eo ket mui diogel an gristenien e Broioù ar C’hornôg. Ha n’eo ket ar vuzulmaned a zo e penn ar stourm a-enep ar feiz katolik, abostolik ha roman, ar Gaochisted ne lavaran ket, tud difeiz, speredoù lous ha tud n’o deus tamm moral ebet.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Kraou Nedeleg Brasparzh luduet”

  1. Lukaz dit :

    Evit ar wech-mañ, den ne c’hello lavarout: Ar Rusianed eo !
    Marteze ar cheñchamant hin ?

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Digornogiñ Bro-C’hall aotroù Yazid Arifi ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, PLOËRMEL, Politique

Ur c’houlzad evit ma vefe torret al lezenn a-enep ar mouch er skol

Découvrir l'article

Politique, RENNES

Marie Mesmeur (LFI) : est-elle « multiculturaliste », « révoltée » ou « solidaire » ?

Découvrir l'article

Politique

Revue de presse : la gauche éclatée, l’État local et la Bretagne dans le débat politique

Découvrir l'article

Politique, Tribune libre

39-45 : cette rente que la Gauche n’est pas prête d’abandonner [L’Agora]

Découvrir l'article

Social

Sabotages, intimidations, attaques : l’ultragauche violente et l’angélisme coupable de l’État français

Découvrir l'article

Politique

Fête de la musique à Paris : deux journalistes de Frontières agressés et pourchassés en marge d’un rassemblement LFI

Découvrir l'article

Immigration, Politique, Tribune libre

Cette élection présidentielle où le « racisme » et « la Nouvelle France » seront les thèmes principaux [L’Agora]

Découvrir l'article

Football, Sport

Émeutes du sacre du PSG et désinformation : Hugues B le « supporter » condamné mais invité par BFM était en réalité un militant d’extrême gauche proche de LFI

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Politique, PONTIVY

Pondi : Marie-Madeleine Doré-Lucas a gan he fegement da LFI

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.