Er Vro Gwiniegi, ur skol gatolik a-enep ar « stereotipoù jener »

Ar re a lak o bugale er skolioù katolik evit mont hebiou an teoriennoù wok nevez a vo souezhet o lenn ar c’heloù-mañ : e skol gatolik Sant-Jozeb eus Montbert, er Vro Gwiniegi, ez eus bet lakaet e pleustr ur stummadur war pevar bloaz « evit stourm ouzh ar stereotipoù jener ».

D’ar 25 a oa an « Deiziad a stourm a-enep ar revelouriezh », un dra dozvet gant Emmanuel Macron e 2023. Ha, da heul, zo bet lañset stummadurioù evit « stourm ouzh ar stereotioù jener » gant Elisabeth Borne, ministrezh-kentañ d’ar mare-se. War a seblant, ne vez ket lakaet a-walc’h a verc’hed da studiañ ar matematikoù en deskadurezh uhel da skouer. E Montbert zo bet lakaet an holl skolierezed (merc’hed nemetken a zo er skipailh pedagogel) da vezañ stummet war ar « stereotipoù » kerkent ha miz gwengolo. Ar pal zo d’en em rentañ kont e-unan eus e bec’hedoù : ober bravoc’h d’ar baotred eget d’ar merc’hed peogwir e vezont « furoc’h » er c’hlas ha kalz traoù all a seurt-se … Sellet o deus ar skolerezed ouzh bruderezhioù ma weler merc’hed nemetken er skolioù klañdiourez ha paotred nemetken er skolioù tisaver ivez. Nag ur stereotip !

E-pad pevar bloaz e vo « adreizhet » ar skolaerezed e skol gatolik Montbert rak bep bloaz e vo gouestlet un devezh a-bezh da vezañ stummet war ar stereotipoù jener.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Er Vro Gwiniegi, ur skol gatolik a-enep ar « stereotipoù jener »”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Penaos? Leun a bikous em daoulagad, ne welon banne…n’ur skol katolik? Pelec’h (e)do an Ao Direktor? Me a jom spontet ha va Itron ivez!

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, LORIENT, Politique, Sociétal, Société

« Miziad ar Jener » ‘ba skol-veur an Oriant get prezegenn ur feministez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique, Sociétal, Société

« Bec’h d’ar skritur enlaka ! » gant Corentin Le Fur

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Education, Société

Hag ul levr wok ouzhpenn e brezhoneg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique, Sociétal, Société

Perak eo deuet an Triliv da vezañ un arouez a spered digabestr ha n’eo ket mui ar Gwenn-ha-du ?

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local

Brest : ha c’hwi po un tamm propaganda ouzhpenn en UBO ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Immigration, Société

En ur skol eus al Loiret, merc’hed mouchet war kaieroù ar vugale

Découvrir l'article

Auto-Moto, E brezhoneg, Economie

Daoust da bep tra, Jaguar a chom gant e erv teurt

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, International

Vitoria-Gasteiz (Bro-Euskadi) : Gouel ar Werc’hez Wenn hag e skritell « woke »

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local, Sociétal, Société

Hellfest : ha setu polis LGBT ar soñjoù deuet d’ober he rous

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.