Goude bezañ bet trec’het er votadegoù diabarzh diwezhañ ne yae ket mat an traoù evit ar baizantez deus Eliant (Penn-ar-Bed) Véronique Le Floc’h er C’hoordination Rurale. Ne oa ket mui prezidantez hag un tamm heuget e oa gant « ar re inervet » deus Oksitania. Ha gwasoc’h c’hoazh : diskred zo war eil-prezidant kambr al labour-douar deus an Indre-et-Loire da vezañ « taget » un implijiadez deus ar C’hoordo e Saloñs al Labour Douar. Touchet en defe he feskennoù ha kaset dezhi SMSoù « tomm ».
Hervez Véronique Le Floc’h n’eo ket aes bezañ ur vaouez er sindikalouriezh labour-douar. « Harellaet » e vefe bet memes « e-pad bloavezhioù » kar ur plac’h eo. « Me ‘m eus paket ! Arruet on uzet » a lavar hi da Ici Breizh Izel.
Roet he deus he dilez deus ar c’homite ren. Daoust hag e chomo er sindikad memestra ? N’he deus ket lavaret grik war ar sujed-mañ.
Véronique Le Floc’h a oar brezhoneg.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.