RN : poent eo gwareziñ ar emsaverien evit gwir !

E Felger, tud deus listenn an RN o deus roet un anv ha n’eo ket an anv a reont gantañ war ar bemdez. Merc’hed zo o deus lakaet o anv yaouank ha n’eo ket o anv dimezet. Lod all o deus lakaet o eil anv-bihan ha n’eo ket an hini kentañ. Teir c’hoar a zo war ar listenn ivez ha se n’eo ket posubl hervez ar lezenn. Ma vezont dilennet, unan anezhe a dleo leuskel he flas. Foto kabalerezh al listenn a zo un tamm drol ivez : 16 den nemetken a zo warni. Ha 37 anv war ar listenn !

Muioc’h-mui a feulster a-berzh ar gaochisted

Kompren a reer perak ez eus bet graet se gant tud zo. Moarvat o deus lakaet o anv evit sikour an RN da glokaat e listenn. Met aon o deus bezañ taget, goude-se, gant ar gaochisted. Emañ ar re-se o treiñ sot. Seul vuioc’h e komprenont emaint o koll tachenn e pep lec’h, seul sotoc’h e troont. Ha seul feulsoc’h ! Krediñ a reont evit gwir stourm a-enep Nazied kar emaint noz-deiz e-barzh ur glogorenn internet !

E riskl o buhez

N’eo ket bras kêr Felger hag o-unan e vo ar re o deus lakaet o anv war ar listenn goude ar votadegoù. Daoust hag ez eus ur stignad, ur prosesus, e-barzh an RN evit gwareziñ anezhe ? Ha petra a c’hoarvez d’ar re a zo bet skarzhet eus ar Strollad evit ur foto justik pe ur frazenn a-dreuz war ar rouedadoù sokial, bloavezhioù zo a-wechoù. O-unan int goude bezañ bet e-barzh an RN e-pad bloavezhioù e riskl o buhez. Leusket int o-unan dirak ar gaochisted.

E Roazhon zo bet taget tud deus ar listenn RN war marc’had Sainte-Thérèse dimerc’her tremenet. Er c’hêrioù bras n’eo ket aes evit emsaverien an RN met er c’hêrioù bihan e c’hell bezañ gwasoc’h. Setu perak n’eus ket nemet e Gwiskri m’eo deuet ar strollad a-benn da sevel ur listenn klok en ur gumun vihan.

Evit gellet ober e zoull e Breizh pe e lec’hioù all ‘lec’h ma n’eo ket kreñv an RN e tleo ar Strollad lakaat e pleustr diarbennoù gwareziñ solut evit ar re a son argad evitañ. Mod all e chomo a-holl viskoazh an RN ur strollad ensezet er c’hêrioù bras nemetken ha n’eo ket war ar maez.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local, Patrimoine

Breizh : perak n’eus ket listennoù gant anvioù e brezhoneg pe gallaoueg ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Local, Patrimoine, ST-BRIEUC

Plérin (22) a reçu le label « Ya d’ar Brezhoneg » pour ses actions en faveur du breton

Découvrir l'article

Politique, Tribune libre

LFI et l’affaire Quentin : pourquoi ce repli sur la base sectaire ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Sociétal, Société

Felger : nullet eo ar « boum e kemmesk choazet » met…

Découvrir l'article

CALLAC

Callac. La presse surmédiatise une contre-manifestation antifa, la réunion du RN sur l’agriculture quasi passée sous silence

Découvrir l'article

A La Une, Sociétal

Après le meurtre de Quentin, l’heure de l’union identitaire ? Entretien avec Raphaël Ayma

Découvrir l'article

Politique

Sondage : LFI plus rejetée que le RN au second tour des municipales 2026, le “front républicain” en pleine recomposition

Découvrir l'article

CALLAC, Politique

Réunion du RN à Callac (22) : quand la presse locale tente de faire monter une tension qui n’existe pas sur le terrain

Découvrir l'article

Politique

Municipales 2026 : le RN veut transformer ses scores en mairies, mais l’ancrage local reste son talon d’Achille

Découvrir l'article

Sociétal, Tribune libre

Rassemblement national (RN) : Purge préventive, trahison politique et soumission idéologique à la gauche

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.