Paris : « stourmerien ar Sida » ?
D’an 01 a viz kerzu e vo divouchet ur blakenn e 4vet arondisamant Paris : « Place des combattantes et combattants du Sida » a vo skrivet warni. Abaoe m’eo bet embannet al lid emañ tout ar bedig-bed « homo festivus » parizian o tridal gant al levenez. Hervezo e vefe an holl dud marvet diwar ar SIDA « stourmerien » kouezhet « war dachenn ar brezel ».