Paris : « stourmerien ar Sida » ?

D’an 01 a viz kerzu e vo divouchet ur blakenn e 4vet arondisamant Paris : « Place des combattantes et combattants du Sida » a vo skrivet warni.

Abaoe m’eo bet embannet al lid emañ tout ar bedig-bed « homo festivus » parizian o tridal gant al levenez. Hervezo e vefe an holl dud marvet diwar ar SIDA « stourmerien » kouezhet « war dachenn ar brezel ».

Gwechall e veze graet « stourmer » eus ar re o doa stourmet evit ar vro, evit ur vaouez, evit o familh, evit ur c’haoz bennak. Bremañ e vez graet stourmer eus forzh piv. Eus ar re o deus fouzet da skouer. Evel just ez eus bet tud (hag ez eus c’hoazh) kontammet gant ar SIDA ha n’o deus ket tapet ar virus dre c’hoari gant forzh piv pe kemer drogach. Tud tanav o gwad da skouer, peotramant yaouankizoù hag o doa bet un nozvezh plijadur hep bezañ gwarezet. Met daoust hag eo « stourmerien » anezho ? Ha perak e vefe « stourmerien » ar re glañvet diwar ar SIDA tra ne vefe ket ar re baket ganto ar c’hrign-bev pe ar c’hovid pe ar grip da skouer ?

Marteze peogwir eo kentoc’h tud eus ur gumuniezh ispisial a zo bet klañvet da gentañ gant ar SIDA. E penn-kentañ tout an epidemiezh bepred. Hag abaoe un nebeut bloavezhioù, eo bet lakaet ar re-se da « zibab tud » ! « Holen an douar » ! Harozed dre natur ! Hag o durc’hadur revel eo deuet da vezañ ar c’hiz nevez !

Setu, forzh pe hini a c’hell bezañ lakaet « stourmer » bremañ, forzh petra bennak en defe graet. N’eus ket, e kêr ebet, ur blakenn evit ar re marvet diwar ar labour, an amiant, ar Mediator peotramant diwar ar sponterezh islamek met bez ez eus ur blasenn evit ar « stourmerien » marvet diwar ar Sida. Biskoazh kement-all !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Paris : « stourmerien ar Sida » ?”

  1. PL44 dit :

    Gwelloc’h e vefe : « Place des combattant.es ».
    http://www.combatenligne.fr/article/?id=1

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Guérande, Local

Panelloù e brezhoneg ‘ba Karailh (Bro Gwenrann)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Loudéac, Religion, Société

Lozaog (22) : Devezhioù kristen e brezhoneg e miz gwengolo

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT, Patrimoine

Bedadaw a lâr’ Ya d’ar Brezhoneg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

An embregerezh Arfolk he deus sinet live 2 ar garta Ya d’ar Brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Saint-Julien-de-Concelles (44) : 28 karavanenn o deus en em staliet e-kichen al lenn

Découvrir l'article

CARHAIX, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local

Emañ Langoned é vonet da sinañ live 4 ar garta « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local, Paimpol

Gwengamp-Pempoull Tolpad-kêrioù labelizet L1 gant Ofis ar Brezhoneg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Nebeutoc’h-nebeutañ a dud o teskiñ brezhoneg, perak ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

La Bressola (skolioù e katalaneg dre soubidigezh) savetaet gant ar Su

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, VANNES

Morbihan : ur renour nevez aveit polis an departamant

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky