Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Kabaliñ ar brezhoneg e dilennadegoù-rannvro 2015

04/12/2015 – 13H00 Bretagne ( Breizh-info.com) – Un nebeud devezhioù a-raok kentañ tro an dilennadegoù-rannvro hor boa c’hoant d’ober ur sell war an doareoù ma vez implijet ar brezhoneg gant an danvez-kuzulerien. Muioc’h-mui e weler a vrezhoneg ganto ha dre ma ‘z a war-raok al lusk hevelebekour e Breizh e vez roet ur plas brasañ d’hor yezh vroadel tamm-ha-tamm. Al listennoù tud en em laka war ar renk n’int ket o c’hoari ar memes jeu, avat, evit kelo.

E 2007 en em c’houlenne Fañch Broudig, en e levr Le Breton, une langue en questions, penaos e oa graet gant ar yezh er prantadoù-kabaliñ ha dont a rae da soñjal ne oa ket graet ganti ken ha, pa oa graet e oa evit tud dizesk d’ur mare ma ranke an dud mont a di da di evit gounit an dud d’ar menozioù. Kemm e penn ar vazh a seblant bezañ deuet, avat, abaoe, bep ta ma vez roet pouez d’an Emsav ha da heul ar reveulzi vroadel m’o bet hini ar Bonedoù Ruz e 2013. Hep komz eus pouezusted an internet a ro tro d’ar vrezhonegerien da arguzenniñ war-eeun. War wel e teu ar brezhoneg da vezañ, an deiz-a-hiziv. Petore arver ganti, avat ?

Da gentañ-penn e c’haller chom hep astenn re ar gaoz war al listennoù politikel jakobin-mik a nac’h ober gant ar brezhoneg e pep keñver : hini ar Front National gant Gilles Pennelle, hini Lutte Ouvrière kaset da benn gant Valérie Hamon, hini Debout La France gant Jean-Jacques Foucher hag hini an Union Populaire Républicaine gant Jean-François Gourvennec. Ar re-se ne fell ket dezho reiñ plas d’hor yezh hag en em guzhat a reont dindan ar bennaenn e vez ar galleg yezh ar Republik evit nac’h ober gant ar brezhoneg, atav-giz-atav. E penn kentañ an abadenn Bec’h De’i gouestlet d’an dilennadegoù-rannvro e lennas Lionel Buannic, ar c’hasour, ur gemennadenn ma tisplege an UPR kement all e galleg. Mendare hag an doare-se d’en em guzhat a-dreñv d’ar vonreizh ne vo ket er-maez lezenn a-benn nebeut pa ‘z eus bet ouzhpennet ez eo ar yezhoù-rannvro lod eus glad Bro-Frañs ?

Daoust da chom hep ober gant ar yezh en he dafar kabaliñ, evel ar follennoù kaset d’an dud pe ar skritelloù, ez eus tud kar-o-yezh ha tost outi el listenn kaset da benn gant Xavier Compain, hini ar Front de Gauche. Kement-se zo splann gant an doare m’en doa difennet al listenn-se unan eus he ferzhidi, Yves Jardin e anv, ma teuas da gomz en abadenn hon eus graet anv anezhi tuchant. Digempouez ez eo an doare ma vez sellet ouzh ar yezh er strollad politikel-se, zoken, etre ar gomunourien jakobin e Pariz ha tud ar vro m’eo bet ruz kalz anezho ha kar-o-yezh e-pad pell, e Bro-Dreger da skouer.

Al listennoù all a ra gant ar yezh en o dafar kabaliñ hag e vez lennet koulz ha klevet brezhoneg ganto. Gant Jean-Yves Le Drian hag al listenn sokialour e kemer perzh tud hag a ra gant ar yezh evit gounid an dud d’al listenn-se evel Mona Bras pe Paul Molac, bet atav o stourm eviti ; ret eo anzav ivez ez eo aet war-raok an traoù dindan beli ar sokialourien a-fet yezh er c’huzul-rannvro pa soñjer el labour he deus kaset Lena Louarn da benn ganto betek-henn evel besprezidantez e-karg eus ar yezhoù. Daoust d’an enebet ma seblante bezañ tud an tu-dehoù gall outi e reont muioc’h-mui gant ar yezh hag e vez gwelet brezhoneg war o zamm paper degaset da bep tiegezh gant ar gerioù «Choaz Breizh» hag un displegadenn e brezhoneg gant Marc Le Fur a zo gouest d’he c’homz madig a-walc’h pa voe desavet er yezh-se. Hep tamm souezhadenn ebet e ra ivez listenn René Louail Ganti : an ekologourien a zo bet atav o stourm evit ar yezhoù rannvroel ha klevet koulz ha lennet e vez ar brezhoneg ganto. Nemet, d’hor soñj, m’eo aet war-raok plas ar brezhoneg gant al listennoù hengounel gall-se e soñj dimp e chom treut c’hoazh ar soubenn ha ne hañval ket arver ar brezhoneg mont er-maez eus ur seurt arouez evit diskouez tud kar-o-bro hag evit bezañ gwelet mat gant an dud a vo o vouezhañ a-benn nebeut.


N’eus ket nemet al listennoù breizhat da vat a ra gant ar yezh evel ur gwir yezh, da lavarout eo en ur sevel kendaeloù e brezhoneg evel listenn Gael Roblin
, pe ul lec’hienn e brezhoneg evel listenn Bertrand Deléon, Trawalc’h, Breizh Dizalc’h. Listenn Christian Troadec, Breizh Evel Just, a ra kenkoulz all gant brezhonegerien ampart, en he lec’hienn da skouer. E mediaoù all e c’houlenn an dud piv zo kiriek ha piv a c’hell bezañ fiziet enno ur gwir bolitikerezh yezh ha d’hor meno ned eus ket met an teir listenn-se a vefe evit ober gant ar yezh da vat en ur ouestlañ muioc’h a arc’hant dezhi hag en ur ober gant ar yezh er c’huzul-rannvro, en ur embann teulioù ofisiel e brezhoneg a-berzh ar rannvro ha kement ‘zo. Berr-ha-berr, evel ma c’houlenn stourmerien evel Ai’ta : un implij sokial eus ar brezhoneg ha n’eo ket evit kinklañ pezhioù arrebeuri hepken.

Kement ha klozañ ar pennad-mañ e rankomp lavarout fraezh, avat, ez eo aet kalz war-raok an traoù en abeg da labour dispar an emsaverien a ra bemdez-Doue evit reiñ pouez d’ar yezh. Paneve al listennoù enep-breizhat, an holl, e Breizh, o deus komprenet pegen pouezus eo iplijout ar brezhoneg evit bezañ gwir Vretoned atebek. Da wellaat a vo atav, se zo sklaer. Gant ma vo boulc’het an erv nevez betek penn, neuze.

Erwan Le Gal

Photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2015, dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine. 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Kabaliñ ar brezhoneg e dilennadegoù-rannvro 2015”

  1. Enez Gwezennek dit :

    Gouzout a raimp evit piv e vouezhiimp warc’hoazh eta. N’eo ket gwall ziaes d’ober un dibab. Ned eus ket met ul listenn hag a ra gant ar brezhoneg, hag a zo evit Breizh dizalc’h hep difenn ur gealiadurezh a orin c’hall.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan, E brezhoneg, Local

Kaon (22) : Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar Gallaoueg”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, PONTIVY, Société

Begnen (56) : ur c’hlas divyezhek hep… skolaer divyezhek !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Brezhoneg : live 4 ar garta sinet gant kêr Rostrenn, live 1 gant Groñvel ha KK Kreiz-Breizh

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Justice, Société

Taolioù kontell e Luzevieg (44) : an den “gwazh eus komzoù gouennelour” kondaonet

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Informatique, Société

Kastell-Briant (44) : dek kamera ouzhpenn e kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur plac’h taget en tren, ur Marokan kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, VITRÉ

Gwitreg : Klask a rae dramm, skarzhet e vo an Albanad eus Bro-Frañs

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Pentelloù (44) : Mohammed hag e vignoned o doa prevezaet ul lotisamant evit an trafikañ dramm hag ar rodeoioù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

E Gwened en doe lakaet ar c’hrennard tan ‘ba mirdi ar C’hoc’hu : ur bleiad toull-bac’h mui daou vleiad get goursez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Environnement, Immobilier

Perak n’hall ket mui kumunioù zo dereiñ aotreoù sevel ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky