E Kerne-Veur kement hag e Breizh, Bro-Gembre pe Bro-Euskadi emañ arruet skuizh tud ar vro gant kresk priz an tiez. E-korf bloaz o deus graet ar prizioù ul lamm a 15% en tu-all d’ar mor Breizh. Ha muioc’h-mui a Saozon a zo oc’h ober o annez er vro : 44% eus ar re a bren tiez n’int ket a-orin eus Kerne-Veur. Peurvuiañ eo pinarded, tud eus Londrez anezhe o klask un eil tiez marc’had-mat evit ar vakañsoù.
Evit stourm ouzh ar brokañ war ar madoù-leve ez eus bet lañset ur petition war internet. Ar pal zo da lakaat ur priz-harz d’ar feurmoù ha da lakaat un taos war an eil-tiez da dalvezout.
Muioc’h eget 30 000 den o deus sinet ar petision-se evit poent.
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine