En em gavout a raio ar rannvroelourien hag an emrenerien e Toulon

Publicité

E Toulon, en Okitania, e vo aozet skol-veur hañv R&PS, ar bloaz-mañ, da lavaret eo Rannvrioù ha Pobloù Kengred, hag a zo UDB e skour e Breizh. Etre ar 26 hag an 29 a viz eost e vo dalc’het ar skol-veur hañv-mañ. Dibabet ez eus bet ul lugan diouzh ar c’hiz ar bloaz-mañ : « Yec’hed, ekonomiezh, font : evit talañ ouzh an enkadenn sistemek, cheñch ar vonreizh ha dibab ar gevreadelezh ».

« Yec’hed » : anat d’an holl ez eus anv amañ d’ar C’hovid ha d’ar stad ha n’eo ket bet gouest da verañ mat an traoù. Er c’hontrol, ar rannvroioù a zo bet kalz efedusoc’h eget ar melestradur jakobin.

« Font » : anv zo eus prizioù an tiez o kreskiñ abominabl e Breizh (gwelet levr Nil Caouissin war ar sujed) met ivez e Bro-Euskadi hag e Korsika. Nil Caouissin eus an UDB a zo bet pedet d’ober ur brezegenn war an tem-se justawalc’h.

Dre ma vo aozet an emvod-meur gant ar Partit Occitan hag « Oui La Provence » ar bloaz-mañ e vo kaoz eus ar Provañs hag eus Okitania a-bezh evel just. Ur rentañ-kont a vo graet eus ar c’houlzad : « Ni Sud Ni PACA, mais Provence. Rendons son nom à notre région » (muioc’h eget 35 000 sin a zo bet rastellaet gant ar petision dija). Lakaet e vo ar gaoz war ar c’hoariva en okitanek ivez ha forzh traoù all…

Ruz pe ruz-tan (mui un tamm glas marteze) eo an holl strolladoù a za d’ober R&PS met n’eo ket ur souezh : abaoe 50 vloaz petra o deus graet ar strolladoù eus an tu-dehou war tachenn ar pobloù hep stad ? Leusket o deus tout ar plas d’ar c’haochisted. Arruet eo poent cheñch penn d’ar vazh ! E Breizh ez eus anv da sevel ur strollad emrener eus an tu-dehou (Volontaires pour la Bretagne) da skouer. Tremen poent e oa !

Crédit photos : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Sandrine Rousseau en he uhelañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

A La Une, Culture, Culture & Patrimoine, Histoire, International, Patrimoine

La ville de Bayonne reconnaît le basque et le gascon comme langues officielles

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Histoire, Patrimoine

Robert Ménard installe des panneaux en occitan à Béziers

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.