D’ar 26 a viz gwengolo e oa devezh ar yezhoù « rannvro » e Bro-Frañs. Euskariz an hini eo o doa galvet ar pobloù all da vanifestiñ evit o souten kar d’an 21 a viz du e vo ur pikol manifestadeg e Baiona evit an euskareg, manifestadeg aozet gant Euskal Konfederazioa.
D’ar 26, neuze, difennerien ar yezhoù « rannvro », izili eus ar strollegezh « evit ma vevo hor yezhoù » o deus en em dolpet dirak site etrebroadel ar galleg e Villers-Cotterêts evit reklem e vefe cheñchet mellad 2 ar Vonreizh. Ar pal ivez a oa da sachañ evezh ar re a vo war ar renk evit ar votadegoù prezidant. Petra a fell dezhe ober evit ar yezhoù rannvro ha minorelaet ? Amañ emañ an dalc’h. Hag ezhomm zo da gaout kinnigoù rezis !
War ar poent-se n’eo ket disi Marine Le Pen pe Eric Zemmour. Ur sell jakobinour o deus war ar yezhoù rannvro ha n’o deus netra da ginnig evit o diorren. Er c’hontrol ! Poent eo d’ar re e-barzh an RN pe Reconquête troet war ar yezhoù rannvro hag an identelezhioù don sevel o mouezh evit ma vo kannet un ton all gant o c’hampioned.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.