Krouet eo bet meuzioù halal evit ar c’hizhier gant un embregerezh eus ar Rouantelezh-Unanet.
Boued diwar kig yar pe kig pesk pe diwar kig gavr zoken (!) a c’hello prenañ Mustafa hiviziken ! Ar c’hizhier muzulman a lipo o muzelloù en ur heuliañ reolennoù ar profed bremañ ! Miaou hakbar !
Pezh zo, un tamm strafuilhet eo
Hervez ar « studiadennoù » kentañ n’eus tamm endalc’h ebet er c’horan diwar-benn boued loened an ti.
Ne vir ket ouzh an embregerezh da skrivañ ar c’hontrol war he lec’hienn internet. « Business is business » rak bez ez eus 500 000 muzulman o deus kizhier er Rouantelezh-Unanet !
Photo d’illustration : DR
[cc] BREIZH-INFO.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine