Lannuon : 800 000€ a bellomzerioù-hezoug laeret ha yao d’an 9-3 !

E miz gouere 2020 e klaskas ur vandennad torfedourien laerañ 14 paledad a bellomzerioù-hezoug e takad greantel Pégase e Lannuon. Resevet e oa bet ur pakad brav a bellgomzerioù gant un embregerezh hag a labour gant gourmarc’hadoù Breizh. Ha gouzout a ouze an torfedourion peseurt deiz rezis e tegouezhe ar pakad e Lannuon ! Siwazh dezhe, sonnet he doa ar vatailh ha prim evel an avel-gorbel e oa bet an archerien.

Ur meskaj etre « Brestiz » (‘fin, tud o chom ‘ba Brest) hag hailhoned an 9-3 e oa ar vandennad. En holl e oant bet kondaonet 40 gwech a-raok taol Lannuon !

D’ar yaou 21 a viz here en doa kroget ar prosez. Seizh den a oa dirak lez-varn Lannuon en holl, tri a oa en toull-bac’h, ar re all o doa gortozet o frosez er gêr.

A-benn ar fin eo bet skañv morzhol ar justis. Adal 12 mizvezh en toull-bac’h da 24 mizvezh ar c’hondaonidigezhioù. Gant kalz goursez ouzhpenn-se…

https://actu.fr/bretagne/lannion_22113/lannion-ils-avaient-de-tente-de-voler-800-000e-de-telephones-portables_45885252.html

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Local, QUIMPER, Société

A-benn miz gwengolo, ur c’hlas divyezhek e Plogoneg (Bro C’hlazig)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kenstrivradeg danevelloù : ha prest oc’h da skrivañ e brezhoneg war dodenn ar « c’hoad » ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ar C’homorian kondaonet evit bezañ skoet gant e wreg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, LANNION, Local, Société

Buan, ur c’hlas all evit ar skol divyezhek eus ar C’houerc’had !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Patrimoine

Ha c’hoant ho peus da zeskiñ kerneveureg ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, LORIENT, Société

An Oriant : ur skol divyezhek etre ar c’hrog hag an diskrog

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Société

Penc’herieg (44) : muioc’h-mui a diez laeret !

Découvrir l'article

BREST, CARHAIX, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Ar familh Caro dirak al lez-varn evit difenn anv-bihan o mab : Fañch

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Sociétal, Société

Tangwall Crans-Montana : « Wesh », « Wallah », videoioù war-eeun ha « selfies dirak ar reuz

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Penaos e c’hell ur Breizhad kar-e-vro votiñ evit LFI ? [L’Agora]

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.