Sant-Jakez al Lannoù (35) n’eo ket Sant-Jakez ar Yezhoù !

Publicité

Reuz e Sant-Jakez al Lannoù e-kichen Roazhon. D’al lun 15 a viz du ez eus bet votet ur garta departamantel a-unvouez evit « degemer gwelloc’h ar repuidi » (= estrañjourion o deus kuitaet ur vro aet da fall abalamour d’he broiz).

Ur vaerez PS a zo e penn ar c’huzul-kêr. Hogen, ar memes deiz e kinnigas Erwan Ar Garlantezeg, paotr ha kuzulier Strollad Breizh (PB), e vefe sinet live 1 ar c’hartaoù « Ya d’ar Brezhoneg » ha « Du galo dam yan dam vèr ». Votiñ a reas ar muianniver PS-EELV-PCF a-enep ar mennad, da lavaret eo a-enep yezhoù Breizh ! Hervez an itron vaerez, « n’eus ket bet biskoazh a vretoned a-vihanig e Sant-Jakez al Lannoù ». N’eo ket « brezhonegerien » a lâras hi met « BRETONED » ! Biskoazh ! Ha ne fell ket d’ar vaerez e vefe staliet panelloù teiryezhek en he c’humun rak « re ziaes e vefe da lenn evit an annezidi ».

Ne vo ket panell pe dokumant ofisiel ebet e brezhoneg pe e gallaoueg e Sant-Jakez al Lannoù neuze !

Dalc’h ar c’huzul-kêr a zo bet enrollet :

https://www.facebook.com/watch/live/?ref=watch_permalink&v=1326705657744827 (adal 1’07’00)

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Sant-Jakez al Lannoù (35) n’eo ket Sant-Jakez ar Yezhoù !”

  1. Tomaz dit :

    lastez tout ar sokialourien vrein-se !

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Insolite, Local, RENNES, ST-MALO

Roazhon : M’Bemba Guirassy ar marabout en deus tec’het kuit a-raok bezañ kondaonet

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Patrimoine

Apprentissage du breton : la plateforme Desketa fête ses deux ans et dépasse les 20 000 utilisateurs

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

Ur strollad punk anarkour a sav e vouezh a-enep ar feministed ag an tu-pellañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES, Sociétal, Société

Le Rheu (35) : an ti-kêr a adliv ar gumun gant ar livioù LGBT

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Kêr bPloue he deus sinet live 2 ar garta « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Degouezh ar Redadeg e Naoned : petra o deus gwelet Naonediz ?

Découvrir l'article

Culture, Economie, International, Patrimoine

Une collectivité territoriale du nord du Pays de Galles institue le gallois comme langue de travail

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local

Bez Roparz Hemon a vefe en disherit

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.