Laval, ur gêr sioul ha didrubuilh eus ar Maine, nepell eus marzoù Breizh ? Se oa gwir gwechall. A-raok ar « pinvidikadur ».
D’an noz etre digwener tremenet ha disadorn e oa bet tan ha kurun e « kartchier » Saint-Nicolas, ur c’harter « pinvidikaet ». Etre 20 ha 30 den yaouank o deus taget Ti an departamant gant mortieroù hag an tan en deus kroget en hall mont-tre. Tan a zo bet lakaet e kirri-tan a oa parket dirak an ti-mañ ivez. Kirri-tan ar servijoù sokial ouzhpenn-se. Distrujet int bet penn-da-benn, evel ar stal Conforama nepell ac’hann.
Evit sioulaat an traoù ez eus bet kaset poliserien evel just met buan-tre e oant bet dibaseet, a-benn ar fin ez eus bet kaset ur gompaniunezh a archerien-red.
Ha perak ar feulster-mañ ? War a seblant e vefe bet serret un den d’ar 7 a viz gwengolo. Hemañ en defe taget ur poliser hag a oa o kontroliñ e vreur bras. Hemañ diwezhañ a oa o bleniañ fall-dañjerus er « c’hartchier ». Kondaonet eo bet ar breur bihan da 8 mizvezh toull-bac’h gant goursez, ‘pezh n’eo ket kalz.
Met re e oa evit rakailhed zo eus Saint-Nicolas moarvat ! Bremañ gant piv e vo paeet ar gwall graet gante d’ho soñj ?
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.