E-lec’h votiñ un divizadeg evit anavezout an euskareg evel yezh ofisiel ar gumun e-giz kuzulioù-kêr Sare, Bayonne ha Saint-Pierre d’Irube araozañ hag a zo bet kaset dirak al lez-varn melestradurel gant ar prefed, kuzul kêr Saint-Palais (Donapaleu) e Navarra-Izel en deus votet ur divizadeg evit « kas war-raok hag advuhezekaat an euskareg ». E-giz-se e esper an ti-kêr finesañ ouzh ar prefeti.
D’ar 7 a viz gwengolo eo bet votet an divizadeg-mañ a-unvouezh ha n’eo ket embannet war ar groaz. Er c’hontrol eo.
An divizadeg a zo ken hir a bemp pajennad a velladoù lezenn hag a arguzennoù lezennel ! Faotañ a ra d’ar maer e vefe disi an divizadeg kuit da vezañ kaset eñ ivez dirak lez-varn Pau.
Paotr EH Bai eo Pettan Aiçaguer, maer Saint-Palais abaoe miz meurzh. Desavet en deus e vugale en euskareg ha c’hoant en deus da kas war-raok an euskareg e-barzh e gumun.
Goude Sare, Bayonne ha Saint-Pierre d’Irube eo bet votet an euskareg ofisiel e Itsasu, Arbérats-Sillègue ha Saint-Etienne de Baïgorry an deizioù diwezhañ.
A-raok pell e vo votet ar memes divizadeg gant Saint-Martin-d’Arrossa, Biarritz, Saint-Jean-de-Luz, Saint-Pée, Urrugne hag Ustaritz.
Ha kaset e vo an holl gumunioù-se dirak al lez-varn gant ar prefed ?
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.