Sant-Maloù : E wreg a arru eus Tunizia, skeiñ a ra gant e wreg kleiz !

Publicité

Un den a oa bet gwelet o skeiñ gant ur vaouez, skwar ar C’haraïb, e Sant-Maloù e miz gwengolo. Ur gwir saead keuneud ! Met piv e oa ar vaouez hag ar paotr-se eta ?

« Kamaladed kleiz » e oant. Un tunizian o vevañ e Breizh abaoe bloavezhioù eo ar paotr. E Tunizia en doa ur wreg hag e Breizh ur wreg kleiz. Reklem a reas e teufe e wreg a-drugarez d’al lezenn war ar strollañ familhoù. Asantet en doa ar Stad gall evel just ha setu ar wreg o tegouezhout e Sant-Maloù. Ya met ne oa ket mat d’an hini kleiz hag a gemeras kaz ouzh ar wreg ofisiel. Betek dont da glask gwelet anezhi gant ar c’hoant disachañ pep tra dezhi.

A-benn ar fin ne erruas ket betek dor he c’henamourouzez. Tapet e voe gant he gwaz war parkva e savadur ha skoet dirak tout an dud. Ur gwiskad bazhadoù ! Ne oa ket evit analiñ ken hervez testoù.

Kondaonet eo bet ar paotr dimeurzh 11 a viz genver evit kement-mañ. 12 mizvezh toullbac’h gant 8 mizvezh gant goursez. Ha mont a raio en toull-bac’h ar Maghrebian ? N’eo ket sur, ne oa ket dirak ar barner d’e brosez memes. O rouzañ en tu-all d’ar mor Kreizdouarel ?

N’eo ket bet lavaret netra gant ar c’hevredigezhioù feminist eus Bro Sant-Maloù.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

A La Une, Santé

Où vit-on en meilleure santé en Bretagne ? Grandes villes et villes moyennes, le classement complet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Politique, ST-MALO

Juan Branco, l’avocat de Julian Assange et des Gilets Jaunes en conférence à Saint-Servan le 18 juillet

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.