Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Abaoe 2014 n’eus ket trenioù ken o tremen war al linenn etre Ar Brohinier (ur gêriadenn eus Menezalban (35 e-harz Aodoù-an-Arvor) ha Maoron (56). Ken hir ha 20 km eo al linenn-se ha ne vez ket mui graet war he zro. Louzoù a zo o strujañ a-hed hag etre ar reilhoù. Ha padal e veze darempredet gant tud ar vro hag e servije kalz d’ar c’humunioù. Dre dremen dre Ar Brohinier e c’helle tud norzh ar Porhoët, Bro Brekilien, su ar Poudouvr ha su ar Menez mont da labourat da Roazhon da skouer. Memes tra evit ar studierien hag a c’helle mont d’ul lec’h d’egile hep ober gant ar c’harr-tan.

Abaoe un nebeut emañ tud ar vro o reklem e vefe digoret al linenn-se en-dro ha, perak pas, digoret linennoù all tro-dro war-briz ! Maoron-Kistreberzh da skouer hag a zo deuet da vezañ ur “linenn c’hlas” pe an hir a hent “Ar Brohinier-Karaez” ha pa’z eus bet beuzet ul lodenn anezhi (kostez Tremorel, Merdrigneg) gant labourioù an hent-tizh nevez RN 164, allas.

Evit a sell ouzh Maoron-Ar Brohinier, kalz avañsetoc’h emañ an traoù, avat.

Ur studiadenn greadusted a zo bet lañset gant Ploervael Kumuniezh ha Sant-Meven/Menezalban Kumuniezh evit gouzout rezis ha moaien e vefe da zigeriñ en-dro al linenn-se. 80 000€ a zo bet lakaet e-barzh gant an div gumuniezh kumunioù. Etre miz even 2022 ha miz c’hwevrer 2024 e vo kaset ar studiadenn-se.

Evit kelaouiñ ha lakaat an dud da gemer perzh er raktres, un emvod foran a vo aozet gant ar strollegezh RMET (“Roazhon-Mauron gant an tren”) d’ar gwener 20 a viz mae e Gwazel.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky