Plounevez-Moedeg (Treger) : preti “Bécassine” kerkent digoret kerkent taget

Digoret e oa bet d’an 12 a viz ebrel, ar preti “Bécassine” e Plounevez-Moedeg e Bro-Dreger a zo bet taget kerkent gant luganioù e brezhoneg “Dispac’h” pe e galleg “Bécassine dehors”, “les bécassines t’emmerdent”.

Ur beljiad eo en doa digoret ar preti-se ha krediñ a rae dazbriañ Bécassine dre reiñ hec’h anv d’e restaorant. Fent beljiad ? Hemañ ne anavez ket Breizh war a seblant.

Diwar an anv Dispac’h taget ouzh dor ar c’harrdi e c’heller soñjal eo bet taget ar preti gant ar strollad eus an tu-kleiz pellañ “Dispac’h”. Ganto e oa bet taget bourk Ar Faoued un nebeut bloavezhioù zo dija ha fulor e oa bet er vro goude an taol-se.

Crédit photo : Pajenn Facebook Marc Hude/Vivre à Plounevez

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS