Ur milion € ouzhpenn evit sevel archerdi nevez Sant-Brewenn (Bro-Raez)

Pemp bloaz zo e oa bet kadarnaet raktres archerdi nevez Sant-Brewenn e norzh Bro-Raez (44). Dirapar e oa erruet an hini  kozh, bet saet 30 vloaz zo. Hogen, gant ar C’hovid hag ar brezel en Ukren, ker-ruz eo deuet da vezañ prizioù an dafar. +137% evit ar c’hoad labour, +71% evit an doenn, +75% evit ar plako ha +80% evit an dud labour. E berr komzoù, dav e vo d’ar gumuniezh kumunioù paeañ 1 milion € ouzhpenn ! Goulennet he deus Kumuniezh Kumunioù Su an Aber ur yalc’had ouzhpenn digant minister an diabarzh.

E diwezh 2022, deroù 2023 e c’hellfe bezañ prest an archerdi… gant ma vo kavet an arc’hant gant ar gumuniezh kumunioù !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS