Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

E Kantlou (Bro Roazhon), un noazhkorfour eus an tu-pellañ kondaonet

Setu un orin a zen ! E Kantlou, e-kichen Roazhon, un den en e 60 vloaz a zo boaz da bourmen noaz-rann bep sul tro-dro stang Venon, ur stang etre Kantlou ha Kornuz (“Corps-Nuds” e galleg !). Rak hemañ zo un emsaver eus an naturism, un noazhkorfour eus an tu-pellañ ! Hervez ar vedisinerien o deus sellet pizh outañ n’eo ket un den trelatet gant e fulupig, un emsaver sonn en e gredennoù ne lavaran ket.

Ha mont a ra da bourmen noazh-barbilh gant e vugale vihan ouzhpenn-se ! E miz du 2016, ne oa ket tomm an amzer ha koulskoude e oa o pourmen e galite hag e bitenn gant e zaou bugel bihan tro-dro d’ar stang evel boaz. Pezh zo, ne oa ket e-unan kar daou zen war o leve a oa ivez mui… un archer o c’haloupat. War a seblant ne oa ket ken mennet ar soudard gant kaoz an naturism rak serriñ a reas paotr e fulupig.

D’an 08 a viz du e oa dirak lez-varn Roazhon evit ar pevare gwech. Kondaonet eo bet ur wech ouzhpenn ha gallout a rafe bezañ kaset d’an toull-bac’h met ne vern ! Hervé (e anv) a zo un emsaver ha, gant souten ar gevredigezh “Mouvement Naturiste” hag a stourm evit ma c’hellfe an noazhkorfourien en em ziwiskañ e pep lec’h, en deus lakaet mont betek lez-varn Europa ! Hervez Hervé en deus “ezhomm” pourmen en abid ar c’hi ha n’eo ket a-enep al lezenn d’hen ober. Gwechoù zo ez a da bourmen gant e wreg hag a zo un emsaverez evit an “nudism dieub” ivez.

Da c’hortoz en deus embannet sklaer e kendalc’ho da vont da bourmen tro-dro stang Venon p’en do c’hoant ! Ha noaz evel just !

Crédit photo : Hippopx

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Société, Vidéo

Émeutes à Chanteloup, les médias incapables de parler d’immigration [Vidéo]

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky