Sant-Yoasin (44) : kondaonet eo bet an Azerbaïdjanad

Kaoz a oa bet eus an afer-mañ war Breizh-Info : e miz here e klaskas ur souder azerbaïdjanad skrapat ur plac’h yaouank e Sant-Joasin, e kreiz Bro-Vrier.

D’an 20 a viz here e oa galvet paotr ar « Chantieroù » gant lez-varn Sant-Nazer. E toull-bac’h e oa dija rak torret e oa bet e evezh barnerezel gantañ.

O furchal e-barzh e vuhez e voe kavet gant an archerien en doa klasket an estrañjour kavout ur plac’h war meur a lec’hienn emgav a-raok tegouezhout e Sant-Joasin. Hag o klask war-lerc’h ur plac’h evit kaout joa ganti e oa an Azerbaïdjanad ? Setu ar pezh a soñj an archerien, atav !

Evel just, evit en em zifenn e lavaras ar paotr ne oare ket mat ar galleg ha treuz-komprenet e oa bet gant ar plac’h yaouank, ar justis gall ha me oar c’hoazh.

Kondaonet eo bet da 18 mizvezh toullbac’h gant goursez ha skarzhet e vo eus Bro-Frañs e-pad pemp bloaz.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Une réponse

  1. mais si je ne connais pas le BRETON et bien sachez que j’ai voyagé et vu que ces ridicules discussions et bien un peu de LOGIQUE on ne peut pas accepter tous le monde qui est trop grand et ne nous appatiens pas petit humain plein d’orgueil au nom du progrès on démolit ce que les anciens nous ont donnés
    SAVEZ VOUS VOUS PROJETER DANS l’AVENIR SANS PENSER FRIC ??? savez vous regarder que AIR TERRE MER SOLEIL SONT PRESENTS POUR VOTRE VIE ALORS VOS DISCUSSIONS DROITE/GAUCHE VOUS ETES A COTE DE LA PLAQUE ET VOYEZ SA FORCE SON ETERNITE IL EST PRESENT !!!
    la santé mais voyez HIPOCRATE voyez ARISTOTE ETC….
    VOUS AVEZ TOUTE votre vie pour vous cultiver et appredre a AIMER L’AUTRE les pharaons noirs blancs tous ont eus leur part de chance le problème c’est de savoir comprendre
    AMITIES

Les commentaires sont fermés.

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS