Felger : Ur “parizian” a laer boutailhoù c’hwezh vat

voleur

Bewech eo an hevelep istor : hailhoned eus Paris, anavezet betek re en o bannlev, a zegouezh e Breizh evit laerañ, trafikañ dramm, klask laou ouzh an dud onest ha me oar c’hoazh. Setu ar pezh a zo c’hoarvezhet e Felger n’eus ket pell zo atav : d’al lun 23 a viz genver ez eus bet laeret div voutailh c’hwezh vat ker-tre en un stal. Buan-tre e arruas ar boliserien er boutik hag aterset ar werzherez hag a zeskrivas al laer d’ar c’hargidi polis. Diouzhtu-dak e voe kaset deskrivadur tres kroug al labous d’ar stalioù c’hwezh vat all eus Felger. Ha graet mat o deus rak peuzgoude e voe galvet ar boliserien gant ur boutik eus kreiz-kêr : o treiñ war-dro ar boutailhoù e oa an abostol !

Serret eo bet just war-lerc’h ha kaset dirak al lez-varn. Ur “parizian” eo hervez ar C’hronikl met peseurt doare parizian eo ? Amañ emañ an dalc’h. Ar pezh zo sur : muioc’h-muiañ emañ hor bro o treiñ bannlev Paris

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS