Devenir partenaire
Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Gwenvenez-Penfaou (44), da endro didruez

Nevez zo e Gwenvenez-Penfaou, e Liger-Atlantel (5 000 anneziad), ez eus bet un emgann etre div familh diwar-benn chas pourmenet hep o minell, da harzal outo da gregiñ evel just rak chas emgann e oa. Bazailhet ez eus bet ur paotr ha freuzet ur ranndi. A-benn ar fin eo bet kaset tout an dud dirak lez-varn Sant-Nazer.

E-kerz ar prosez, unan eus an dud damallet a lavaras : “ne gred ket mui ar boliserien mont er c’harter m’emaomp o chom rak un tiriad er-maez eus al lezenn eo deuet da vezañ”.

Un tiriad er-maez eus al lezenn. E Gwenvenez-Penfaou !

E Gwiskri (2000 anneziad) e Bro-Gerne ez eus ur c’harterig HLMoù e kreiz ar bourk hag a vez graet “Chicago” gant tud ar vro kement a dorfedoù hag a drafikoù a zo ennañ noz-deiz.

E Loudieg (22) ez eus karterioù ha dreist-holl skwaroù ma n’haller ket mui treuziñ anezho diouzh noz. E Pondi emañ gwasoc’h an traoù c’hoazh, e Lannuon, Gwengamp ez eus karterioù ha lec’hioù seurt-se ivez.

Petra c’hoarvezh ‘ta ? Poblañsoù zo o deus graet annez er c’harterioù-mañ, ganto trafikoù a bep seurt. Gwechoù zo e tegasont ganto tud eus banlevioù Paris deuet da Vreizh d’ober “prospecting” evit an trafikañ dramm. Setu penaos e weler e kumunioù bihan an trafikañ dramm o vleuniañ. Un den eus Paris en deus kavet ur marc’had hep koñkurañs ha partiet an traoù !

A zo gwasoc’h : muioc’h-mui e vez gwelet tud ar vro, gwir vretoned a ouenn, techet da varmouzañ kodoù ar siteioù eus Paris. Kasketennoù, langach wech wech, trafikoù a bep seurt, “plañioù” teurt, chas drouk ha dreist-holl ar feulster. Evit an disterañ abeg e vez skoet ouzh egile gant kri forzh, evel e Argenteuil pe Stains. Ha n’eo ket mui e kêrioù bras eus Breizh nemetken e c’hoarvez seurt traoù, betek e bourkoù bras evel Gwenvenez-Penfao pe Gwiski e weler hailhoned anvet Maël pe Kevin. Trochet o gouenn ganto. Kar n’eo ket mui boesonerion evel gwechall, bremañ eo deuet da vezañ tud akulturet ha “wechweched”. N’eus ket mui ezhomm kaout hailhoned eus ar 93, e Breizh e vez produet klonoù eus outo !

Da belec’h ez a hor bro ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

Soutenez Breizh-info

Ce sujet vous intéresse ?

Créez un compte ou connectez-vous sur Breizh Info et sélectionnez vos catégories favorites pour ne pas rater l'information qui VOUS intéresse.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Cyclisme, Sport

Vuelta 2024. Stefan Küng et Primoz Roglic sacrés à Madrid, Olav Kooij remporte la Bemer Classic et Stephen Williams le Tour de Grande Bretagne

Alençon

BREST, Ensauvagement, Justice, Sociétal

Brest. Voitures incendiées, rixe entre bandes rivales et rodéo urbain : c’est la rentrée pour les racailles [Vidéo]

Rugby, Sport

Rugby. Le résumé de la 1ère journée de Top 14

A La Une, Rugby

Rugby. Le RC Vannes corrigé par le Stade Toulousain pour ses débuts en Top 14 (18-43)

Dinan, E brezhoneg, Education, Local, Société

Dinan : ur familh a c’hwiblaerien o klask gwerzhañ deiziataerioù faos

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, NANTES, Pornic

Bouez (Bro Raez) : un istrogell a ra ar goudrouz d’ar maer eus poanioù an ifern

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-MALO

Pleurestud (35) : rener ar gourmarc’hadig bazailhet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : torret e glopenn evit un afer “a enor”…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société

Ploermael : ur gêr dindan hec’h aon, un den yaouank dindan brenn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : “gouennelour eo ar justis gall !”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Bourc’hnevez-Raez (44) : un den a arru gant ur sabrenn war bord an dachenn vell-droad

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Immigration, Local, NANTES

Mazeon-ar-stêr (44) : skeiñ a reont gant un den goude “kunujennoù gouenelour” (pas fini)

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local

Gwiler-Leon : un implijad-kêr skoet gant un “den yaouank”

Découvrir l'article

E brezhoneg, LANNION, Local

Lannuon : un estrañjour achapet eus ti ar re sot a sko gant e vamm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : laer, feuls, trafikour dramm ha liesidentelezh !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky