Ploermael : ur gêr dindan hec’h aon, un den yaouank dindan brenn

Publicité

En nevez-amzer 2023, etre miz ebrel ha miz even, e voe kêr bPloermael dindan hec’h aon. Un vandennad a dud yaouank a rae freuz e kêr. Tagañ a raent tud o pourmen o-unan e kreiz kêr. Diwar abegoù dister meur a wech : unan ha ne felle ket « prestiñ » e varc’h-houarn a oa bet skoet ha bazailhet da skouer.

Digêret e oa tud ar vro gant kement a feulster. Hag aze ne oa ket « Kevin » pe « Matteo » a oa kaoz. A-benn ar fin e voe serret tud yaouank gant an archerien.

D’an 22 a viz kerzu e tremenas unan anezho dirak barner ar frankizoù hag ar bac’hadur. Petra ober gant seurt den ? Desavet eo bet e-barzh kreizennoù an Ddass rak boeson a oa en e familh dezhañ, drammet eo, kudennoù sokial a bep seurt, diaes dezhañ ober darempredoù normal gant unan bennak, taget en deus tud gant armoù air soft, …

Hag a-boan 18 vloaz eo hennezh !

A-benn ar fin e chomo en toull a zivizas al lez-varn. Rak aon en deus bet ar barner ez afe kuit d’ur vro all a-raok e brosez.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Ploermael : ur gêr dindan hec’h aon, un den yaouank dindan brenn”

  1. Patrick Yves GIRARD dit :

    Ar re memes evel boas !

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.