Sant-Nazer : « gouennelour eo ar justis gall ! »

Publicité

Setu un istor evel ma zo e-leizh bremañ : un tad dispartiet a glask gwelet e vugel hag itrikañ a ra ar vamm evit ma vefe troc’het al liammoù etre an daou.

Met ar wech-mañ eo bet feuls an tad ha dreist-holl e klaskas teurek ar bec’h war ar justis gall hag a vefe « gouennelour ». D’an 22 a viz c’hwevrer e tegouezhas ar paotr-mañ, 34 bloaz, dirak ti-skol e vab, 4 bloaz, ar skol Waldeck-Rousseau eus Sant-Nazer. Dispartiet eo diouzh ar vamm ha tremen a ra fall an traoù etrezo. Ur gwazh nevez he deus hi hag emañ e toug memes.

Fellout a ra d’ar gwazh, un Armenian, kemer e vugel. Gant e dud emañ hag inervet eo tout an dud. Dre ma n’eo ket e zeiz da vont da gerc’haat ar bugel e pellgomz ar renerez d’ar vamm hag a erru gant e vignon nevez. Setu prest eo pep tra evit ma tarzhfe an traoù ! Ha tarzhañ a reas ! Feuls eo bet an Armenian, ken feuls all e dud, a-benn ar fin e voe bountet ur skoazellerez hag a gouezhas div wech war al leur. Bremañ c’hoazh eo dav dezhi kaout ensiladurioù evit sognal he askorn belost. Toullet eo bet ar grilhaj, spontet ar vugale o welet tud o skeiñ ouzh ar prenestroù.

Petore luziasenn ! Hag an daou wazh, an hini nevez hag an hini kozh, oc’h en em damall an eil d’egile da vezañ pitouchet ar bugel. Klemmoù a zo.

Met, dre vras e seblant an Armenian bezañ un tamm trelatet. Betek arguzenniñ eo « gouennelour ar justis gall ». Gouennelour a-enep piv ? An Armenianed ? A-enep ar re wenn dre vras marteze…

A-benn ar fin eo bet kaset dirak al lez-varn d’ar 24 a viz du. Gant ar vamm ha gant tud ar skol.

N’eo ket bet embannet ar varnadenn goude un hir a zevezh, ken hir ha luziet eo bet an divizoù. E miz genver e vo barnet da vat an afer.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

4 réponses à “Sant-Nazer : « gouennelour eo ar justis gall ! »”

  1. Aveline dit :

    Rien compris

  2. Alan al Louarn dit :

    Aveline , apprenez le Breton, langue de la Bretagne, et vous accroitrez à la fois votre culture et vous sentirez mieux dans votre cadre de vie, dont les noms des lieux et de gens parlent le breton en public, contrairement hélas aux bretonnants, nombreux certes, mais qui trainent cette richesse comme une tare gênante et ne le parlent qu’en cachette. Relisez aussi « portrait du colonisé » d’Albert Memmi.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

LA BAULE

« Euthanasie de masse et soins palliatifs : pourquoi combattre ? » : Eric Mercier à La Baule

Tempête solaire

Environnement

Coupures, désindustrialisation, canicules : le bilan contesté de la transition énergétique

Culture, Culture & Patrimoine

Trois adieux, La Frappe, Salvation, La Dernière patiente, The Good Sister, The Holy Boy, la sélection cinéma hebdo

Environnement

Loto du patrimoine 2026 : six sites bretons parmi les 100 projets départementaux retenus

Animaux

Journée mondiale des premiers secours : sauriez-vous réagir si votre chien ou votre chat avait besoin de vous ?

Economie

Comptes bancaires à l’étranger : ce qui change pour les résidents de l’UE en 2027

Economie, Tribune libre

Sur la dette, on dit tout…sauf l’essentiel ! [L’Agora]

Santé

BioNTech interrompt l’essai clinique de son vaccin ARN messager contre le cancer colorectal

voile_islamique_laicite

Sociétal, Tribune libre

Le voile islamique, symbole de l’hypocrisie politique française

Sociétal

Oise. Un chasseur risque 30 ans de réclusion…pour avoir tiré sur des cambrioleurs en fuite

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ar C’homorian kondaonet evit bezañ skoet gant e wreg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Pornic, ST-NAZAIRE

Pembo (Bro-Raez) : torret an trafik dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Pornizhan (44) : an dealer en doa laeret dealerien all

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, SAINT-BREVIN, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Brewenn (44) : piv en deus lakaet tan er c’harr-tan ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Grefierez al lez-varn a oa sot gant « Tony » an dealer, betek sikour gantañ…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ul lañvad a zramm hag a drafikerien dindan OQTF er Bouletterie hag en Drebal

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : an herminigoù a zo bet tennet eus an ardamez !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : bezit ur c’hwib evit 350€ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Un Aljerian dindan OQTF kondaonet evit bezañ laeret tud-kozh

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : ur c’hoñversant taget e marc’had Sant-Loeiz, daou vreur serret

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.