Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Sant-Nazer : torret e glopenn evit un afer “a enor”…

21 vloaz a vo e miz ebrel. E Sant-Nazer e oa o chom a-raok bezañ kaset d’ar prizon. Met n’eo ket genidik eus Breizh, eus ur vro kalz pelloc’h er su ne lavaran ket. En toull-bac’h m’emañ abaoe c’hwec’h miz evit un afer a drafikañ dramm, en deus kentelioù galleg. Klask a ra “en em dennañ” hervez e vreutaerez.

E miz kerzu 2021 e klaskas ober e stal d’un den atav. Ha setu perak e oa dirak al lez-varn e penn-kentañ ar bloaz nevez.

Chikan a oa etre e vreur-kaer hag un amezeg abaoe pell. Un deiz en em welout a reas an daou labous er bus. Ha loc’het ar biladeg evel just. Met ar breur-kaer n’en doa ket bet e walc’h. Se zo kaoz e klaskas stagañ gant un irienn : Goulenn a reas gant ur plac’h pellgomz d’e enebour evit lakaat un deiz d’en em welet. Met an deiz-se n’eo ket ar goantig a erruas met breur-kaer paotr ar bus. Deuet da zifenn “enor” e vignon. Ha skeiñ a reas gant ar paourkaezh amezeg war-bouez un objed bennak betek terriñ klopenn an den. Kaset d’an ospital e voe savetaet goude bezañ bet ur gwadliñvat empenn memestra !

Hag evel just zo bet filmet pep tra ha kaset ar video war internet gant an daou vreur-kaer.

Bremañ c’hoazh e chom ar reuzied trelatet gant ar pezh a zo c’hoarvezet dezhañ. Ken trelataet m’en deus kaset ur lizher d’al lez-varn evit tennañ e glemm. Aon en deus rak “lezenn ar “c’hartcher””

Eus ar prizon m’emañ e lavar an den tamallet “en deus keuz” d’ar pezh a zo erruet. Yaouank e oa ha ne oa ket mui mestr warnañ. “Gaou !” a lavar ar brukulorez. “Daeroù ki” traken. Hervez breutaerez ar paotr yaouank eo “diseziz a zeskadurezh” ar paourkaezh mignon hag ma lakaer “ar vignoned” hag “an drogach” war ar marc’had…

A-benn ar fin n’eo ket bet kendrec’het al lez-varn gant “keuz” ar chañs evit Breizh rak kondaonet eo bet da 30 mizvezh toull-bac’h, daouzek anezho gant goursez.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

“Go woke go broke” : Keit Vimp Bev en e Ankoù

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan, E brezhoneg, Local

Kaon (22) : Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar Gallaoueg”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Liger-Atlantel : kondaonet eo bet “laerez al letioù”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, PONTIVY, Société

Begnen (56) : ur c’hlas divyezhek hep… skolaer divyezhek !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Brezhoneg : live 4 ar garta sinet gant kêr Rostrenn, live 1 gant Groñvel ha KK Kreiz-Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : “sponter ar goñversanted” kaset da strakal brulu pell eus Sant-Nazer

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Justice, Société

Taolioù kontell e Luzevieg (44) : an den “gwazh eus komzoù gouennelour” kondaonet

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Informatique, Société

Kastell-Briant (44) : dek kamera ouzhpenn e kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur plac’h taget en tren, ur Marokan kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, VITRÉ

Gwitreg : Klask a rae dramm, skarzhet e vo an Albanad eus Bro-Frañs

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky