Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Bourc’hnevez-Raez (44) : un den a arru gant ur sabrenn war bord an dachenn vell-droad

Bugale a oa o c’hourdonañ war tachenn vell-droad Bourc’hnevez-Raez/Bourneu e Bro-Raez d’ar yaou 23 a viz du. A-daol-trumm, setu un den oc’h erruout war bord an dachenn. N’eo ket tad ur bugel bennak anezhañ. Mont a ra ar gourdoner da gaout anezhañ da c’houlenn gantañ petra emañ oc’h ober amañ. Boeson a zo gant an den, anat. Hag eñ da ganañ pouilh d’ar gourdoner, ur c’horsad : “mab ar c’hast” ha traoù a seurt-se. Ha dao ! Paket gant ar c’hunujenner ur flac’had. Arabat klask triñchon d’ur c’horsad ! Gant se ez a kuit an den.

Dont a ra en-dro un nebeut munutennoù war-lerc’h. Gantañ ur sabrenn. Hep tennañ anezhañ eus e feur e ra ardoù gantañ, o gunujenniñ ar gourdoner c’hoazh. Ha tout-se dirak krennarded a 14-15 vloaz !

A-benn ar fin e teuas a-benn ar gourdroner da vestroniañ anezhañ. Ha galvet an archerien. Met pa arrujont e oa aet kuit an den. Serret e voe a-c’houdevezh ha kaset d’ar bidouf. Barnet e vo d’ar 04 a viz gouere 2024 dirak lez-varn Sant-Nazer.

Goulenn a ra ar c’hlub mell-droad e vefe ambrouget ar vugale gant o zud da c’hortoz e vefe diskoulmet an afer.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Bourc’hnevez-Raez (44) : un den a arru gant ur sabrenn war bord an dachenn vell-droad”

  1. Philibert dit :

    Et en français ça donne quoi ?

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Lamballe, Local, Société

Lambal (Penteür) : un trede klas divyezhek brezhoneg-galleg a-benn an distro-skol

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Locminé, Société

Mourieg (56) : 56 kamera a-benn an dilost-hañv !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Immigration, Local, NANTES

43 stal laeret e Breizh, c’hwec’h rouman serret

Découvrir l'article

CALLAC, E brezhoneg, Local, Religion, Société

Karnoed : overennoù e brezhoneg a vo a-hed an hañv e Sant-Weltaz !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, LANNION, Local, Société

Perroz-Gireg (Bro Dreger) : ur c’hlub evit ar re yaouank distrujet evit an eil gwech !

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Sociétal, Société

Kaledonia-Nevez : ar « C’hailh » rannet e daou un deiz bennak ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PONTIVY, Société

Pondi : ur mennad-petision a-enep an disurentez

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Patrimoine

Desketa, ur benveg digoust evit deskiñ brezhoneg. Un outil gratuit pour apprendre le breton !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Histoire, Local, Patrimoine

Sant-Konan (22) : Sinet eo bet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Mirdi ar Rezistañs !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Patrimoine, Société

Bourc’h-baz (44) : Un delwenn eus ar Werc’hez laeret er vered !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky