Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Lavreer-Botorel (44) : an dachenn-labourerezh nevez, mat pe fall evit an endro ?

D’ar sadorn 27 a viz mae e vo raned o vanifestiñ e Lavreer-Botorel ! Da vihanañ eo bet galvet an dud d’en em dolpiñ gwisket e gwer pe treuzwisket penn-kil-ha-troad e raned. Perak ‘ta ? 72 devezh-arat a zouar mat a c’hellfe bezañ artifisielaet evit sevel un dachenn labourerezh nevez. Ha traoù a zo bet savet dija en takad gleborek-mañ : Un etrepaouez Mondial Relay, astennoù atalieroù, …

Ar pezh zo : bez ez eus loenedigoù gwarezet war an dachenn : ranned, naered, falc’huned, eskell-kroc’hen… ha dav e vo razhañ girzhi ha drezegi eme ekologourien ar vro. Hervez ar strollegezh “Environnement Sèvres et Loire” n’haller ket “dilec’hiañ an natur” rak fellout a ra d’ar Gumuniezh Kumunioù “kempouezañ” dre sevel tachennoù gwarezet c’hwec’h kilometr ac’hann. Ha koustus an “digoll endroel” : 262 000 € !

Ya, met daoust hag e c’heller lakaat harp d’an dioreen ekonomikel abalabour da ranned ? Amañ emañ an dalc’h…

Emañ ar gumuniezh kumunioù o klask ijinañ un hent “etre” ma c’hellfe an embregerezhioù kenderc’hel da labourat ha da greskiñ hep ma vefe difesonet betek-re an endro ha… direnket ar ranniged !

N’eo ket kendrec’het an ekologourien, setu perak e fell dezho “chom war evezh” ha manifestiñ evit poueziñ war an diviz a vo embannet e miz even.

Crédit photo : Collectif Environnement Sèvres et Loire

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Lavreer-Botorel (44) : an dachenn-labourerezh nevez, mat pe fall evit an endro ?”

  1. Renoul dit :

    Je ne parle pas breton. Est-il possible d’avoir la traduction ?
    Merci

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Environnement, LANNION, Local

Lannuon (Bro Dreger) : labouradeg ar pladigoù-flod adlivet (adarre) gant an antifaioù !

Découvrir l'article

Environnement, Insolite

Deux Bretons créent un déodorant écologique en bocal

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky