Naoned : Afer Abdelghani Sidali, 8 bloavezh toull-bac’h evit rener al lec’h « deal »

Publicité

Peurlazhet e oa bet Abdelghani Sidali, 15 vloaz, e karter an Dervallières e Naoned e miz genver 2021. Kevezerezh a oa etre div vandennad trafikourien dramm diwar-benn ul lec’h « deal ». Un den eus Paris a oa bet « tutaet » gant reoù an Dervallières evit « spontañ daou zen eus Bellevue » ur c’harter all eus Sant-Ervlan, e-kichen Naoned.

A-benn ar fin e troas da faol an taol rak diskaret e voe Abdelghani, ur paotr hag a dremene dre zegouezh ha gloazet ur paotr all a oa o kerzhout er straed.

N’eo ket bet adkavet ar muntrer met ul lodenn eus ar vandennad a zo bet serret. Barnet e oant abaoe deizioù e Naoned ha dimerc’her tremenet eo bet embannet ar c’hastizoù : eizh bloavezh toull-bac’h evit rener ar lec’h « deal », un arab a 26 vloaz anezhañ, ha kastizoù skañvoc’h evit ar c’hwec’h hailhon all a oa el loch gantañ. Daou anezho a zo bet laosket da vont zoken !

Ur « gerzhadeg wenn » a oa bet en Dervallières e 2021 « evit Abdelghani » met ne oa ket bet lakaet tan er c’hirri-tan an dro-mañ na klevet an tu-dehou pellañ o skroeñjal. Marteze peogwir e oa trafikourien dramm, estrañjour a-orin, ar vuntrerien…

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, NANTES, Politique, Réunification

Orvault (44) : ar Gwenn-ha-du tennet diouzh talbenn an ti-kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, NANTES, Religion, Société

15 000 muzulman o pediñ en ur park eus Naoned

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Degouezh ar Redadeg e Naoned : petra o deus gwelet Naonediz ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sociétal, Société

Naoned : Gaochisted o deus taget un embregerezh hag a labour war chanter ar c’hCRA

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sociétal, Société

Narkoned : ur greizenn sokial mindrailhet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Religion, Société

Naoned : brasaet e vo ar voskeen Arrahma !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Guérande, Local

Breaking Bad e Bro Gwenrann

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société

Machikoul (Bro-Raez) : un trafik dramm merret eus ul lojamant sokial

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Naoned : teir listenn evit ur referendom war Breizh adunvanet

Découvrir l'article

BREST, Ensauvagement, Local, Société

Felliezh : ur gwall vloavezh e Penn-ar-Bed hervez ar prefed

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.