Gwezhall e oa Naoned ur baradoz met se oa gwezhall. Kreizenn sokio-sevenadurel ar Perray e norzh Naoned a zo bet mindrailhet dimerc’her tremenet tro 2e beure. Ur gemenaden skrivet war ur voger a zo bet leusket war o lec’h gant an tagerien : « T’as deux semaines pour lâcher le hazi », da lavaret eo a-benn div sizhunvezh e tle an dealerien o deus savet meur a boent deal tro-dro d’ar greizenn bezañ tec’het kuit. Mod-all damantiñ a rint moarvat.
Dindan ar gemenadenn-mañ zo bet treset un eurier traezh mui un deiziad : « 01/05/2026 » !
Ur gwir vrezel a zo etre trafikerien dramm er c’horn-se eus Naoned.
Ar wezh-mañ zo bet toullet dor ar greizenn gant tri zenn ha bolotennoù all a zo bet adkavet war ar fasaden. N’eo ket bet gloazet den ebet ar wezh-mañ rak e kreiz an noz zo c’hoarvezet an traoù met penaos e vo d’an 01 a viz mae ?
Er votadegoù-kêr diwezhañ zo bet addilennet Johanna Roland gant souten LFI.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
Une réponse à “Narkoned : ur greizenn sokial mindrailhet”
Attentat à la bombe, carrément ? Habitant du quartier, je n’ai pas été soufflé. Quant à votre dernière phrase, elle sous-entendrait que c’est à cause de LFI que ce genre de choses existent. Comme si les dealers étaient tous de cette mouvance politique. Mdr, les dealers ne sont pas politiques, j’en connais qui sont bien, bien à droite.