Orvault (44) : ar Gwenn-ha-du tennet diouzh talbenn an ti-kêr

Publicité

E Orvault, e-kichen Naoned, ma’z eus ur skol Diwan, e oa ur Gwenn-ha-du ouzh talbenn an ti-kêr hag ouzh hini an Odyssée, ur sal kêr evit ar sonadegoù, betek-henn. En e gichen e oa an triliv hag ar banniel ukrenian.

Tennet e oa bet ar Gwenn-ha-du hag ar banniel ukrenian e kreiz ar miz paseet ha staliet ar banniel alaman en o flas peogwir e veze degemeret Alamaned eus Heusweiler, ur gêr gevell gant Orvault. Met aet eo kuit an Alamaned abaoe an 18 a viz mae ha n’eo ket bet adlakaet nag ar gwenn-ha-du nag ar « Glas-ha-melen » !

Notomp eo bet tennet ar gwenn-ha-du hag an Синьо-жовтий прапор (ar banniel ukrenian) an deiz ma tremene ar Redadeg evit ar brezhoneg dre Orvault (pe « Orvez » hervez an Ofis). Setu ur sapre simbol !

Sébastien Arrouët, eus an tu-dehoù, eo maer nevez Orvault. E-barzh un atersadenn war Ouest-France hemañ a zispleg perak en deus tennet ar bannieloù Breizh hag Ukren : « A’ie skuizh gant ar stourmelouriezh politikel » a lavar eñ hep tamm mezh ebet ha hervezañ eo « kemer ur savboent da isañ an daou vanniel-mañ. » Ha forzh penaos e oa bet staliet ar bannieloù-se gant « ar maer kozh » ha n’eo ket gantañ.

« Kemer ur savboent politikel »…Evit hini Ukren e c’heller kompren met evit hor Gwenn-ha-du ???

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Sociétal, Société

E Liger-Atlantel 4 skolaj zo vont da cheñch anv evit « an ingalded merc’hed-baotred »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, NANTES, Religion, Société

15 000 muzulman o pediñ en ur park eus Naoned

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Degouezh ar Redadeg e Naoned : petra o deus gwelet Naonediz ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sociétal, Société

Naoned : Gaochisted o deus taget un embregerezh hag a labour war chanter ar c’hCRA

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sociétal, Société

Narkoned : ur greizenn sokial mindrailhet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Religion, Société

Naoned : brasaet e vo ar voskeen Arrahma !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Naoned : teir listenn evit ur referendom war Breizh adunvanet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Social, Société

E Sant-Pêr-Raez, ur preti en deus fardet ha profet ur « soubenn gengred » d’an 31 a viz kerzu

Découvrir l'article

Culture, Evenements à venir en Bretagne, Le Mag', NANTES

Nantes. Voix bretonnes 2026 : chants et contes au Château des ducs de Bretagne en janvier [Vidéo]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique, Sociétal, Société

Perak eo deuet an Triliv da vezañ un arouez a spered digabestr ha n’eo ket mui ar Gwenn-ha-du ?

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.