Naoned : koñversanted kae ar foz o deus lañset ur skrid-goulenn a-enep an trafikañ dramm

Publicité

Gwezhall e veze anavezet kae ar foz e Naoned evel ur c’harter « tomm ». Karter ar vartoloded hag ar gisti, karter an dokerien hag an houlierien. Nepell eus karter Sainte-Anne ha Chantenay. Kar kalz eus ar re-se, ar gisti evel an dokerien, a oa Breizhizeliz « deuet da Naoned a-raok bezañ daonet » e-giz veze lavaret.

« Paotred kreiz an tachenn » (ar « Milieu ») a oa e tout an hent gante e kae ar foz. Int a oa « ispisializet », troet war ar « merc’hed », ar gisti. E Naoned e oa merc’hed a « laboure » evite met e Sant-Nazer, An Oriant ha Brest e oa memes mod. Hag en holl borzhioù eus Breizh o doa aon tud ar vro rak « an Naonediz » pe « paotred Naoned » hag a oa mestr war ar gistierezh. N’eo ket dre zegouezh eo bet choazet an anv Lulu la Nantaise gant Georges Lautner evit e film mil-brudet « Les Tontons Flingueurs » da skouer.

Abaoe en deus cheñchet kalz an traoù e kae ar foz. Ur mafia nevez a zo mestr war borzh al Liger bremañ. Ha ganti zo erruet an dramm.

Ar straedoù etre kae ar foz ha plasenn ar bours zo deuet da vezañ « Kêr Strinkell« . Skwatoù, strinkelloù, pipoù krak, ar pennoù-dramm oc’h en em gannañ noz-deiz, setu ar pezh a weler er c’harter. Hag erruet skuizh ar goñversanted gant se. Evel just ne ra netra an ti-kêr. N’en deus ket c’hoant klevet anv eus se zoken kar ne ya ket gant e « dro-spered gaochist » Setu perak o deus lañset ar goñversanted ur petision. N’eo ket ur petision en-linenn evel ar re all, ur gwir betision mod-kozh ma c’hell an dud sinañ anezhi ne lavaran ket.

Mod-se ha gant an trouz mediatek a ya ganti e kred ar goñversanted sachañ evezh Johanna Rolland, maerez Naoned.

N’eo ket sur e vint klevet siwazh. Kar an tu-kleiz a zo e penn an ti-kêr e Naoned hag en em soursial a ra kentoc’h eus ar « jener », an LGBT pe ar « ouennelouriezh » eget problemoù ar goñversanted hag an aferioù dramm ha fuzuilhadegoù.

Ur gêr gollet eo deuet da vezañ Naoned ‘m eus aon. E Naoned e vezer daonet bremañ ha n’eo ket ar c’hontrol eo.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Animaux

Vitré. L’association PAZ manifestera dimanche devant le salon de vente de chiots et chatons du Parc des Expositions

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Sociétal, Société

Naoned : koñversanted kae ar foz o deus lañset ur skrid-goulenn a-enep an trafikañ dramm

Social, Sociétal

France Inter : quand le service public fabrique ses propres adversaires

A La Une, Pédocriminalité, Société

Pédocriminalité : les 15 mesures d’urgence à l’attention des candidats à la présidentielle

Culture, Culture & Patrimoine, Histoire, International, Patrimoine

La présidente irlandaise visite la « gaeltacht » gaélique écossaise sur l’île de Skye

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, International, Patrimoine

An euskara lakaet ofisiel e Saint-Pée sur Nivelle met pas e Saint-Jean-de-Luz

Sociétal

« Mathilde ou la violence du confinement » : un roman met en parallèle l’emprise conjugale et l’enfermement sanitaire

Tourisme

« Les plus beaux jours commencent après l’été » : ce qui attend les visiteurs des Côtes-d’Armor cet automne et cet hiver

International, Short

Allemagne : les chaînes de 1945 commencent à céder

gilets-jaunes-cons-gantzer

A La Une, Sociétal

Le plein à plus de 2 € le litre, les milliards pour Kiev, le mépris pour vous [Tribune libre]

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Sociétal, Société

E Liger-Atlantel 4 skolaj zo vont da cheñch anv evit « an ingalded merc’hed-baotred »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Politique, Réunification

Orvault (44) : ar Gwenn-ha-du tennet diouzh talbenn an ti-kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, NANTES, Religion, Société

15 000 muzulman o pediñ en ur park eus Naoned

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Degouezh ar Redadeg e Naoned : petra o deus gwelet Naonediz ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sociétal, Société

Naoned : Gaochisted o deus taget un embregerezh hag a labour war chanter ar c’hCRA

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Kemper : dramm hag arc’hant seziset gant ar polis

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sociétal, Société

Narkoned : ur greizenn sokial mindrailhet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Religion, Société

Naoned : brasaet e vo ar voskeen Arrahma !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société

Machikoul (Bro-Raez) : un trafik dramm merret eus ul lojamant sokial

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Naoned : teir listenn evit ur referendom war Breizh adunvanet

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.