Degouezh ar Redadeg e Naoned : petra o deus gwelet Naonediz ?

Publicité

Setu ! Degouezhet eo ar Redadeg e Naoned goude kilometradoù dre hentoù Breizh. C’hoarzhadegoù e-leizh, tud eürus, bugale o virvilh gant ar c’hoant redek, tud o vrezhonegañ er c’hamion, war bord an hent, er steudadoù a dud a zo bet o redek war-lerc’h ar vazh.

Ha c’hoazh ar bloaz-mañ, eo tremenet mat an holl draoù. Ur skipailh aozañ a-zoare, sirius, « pro » da vat. Gourc’hemennoù dezhe !

Ar Redadeg a zo degouezhet e Naoned d’ar sadorn d’enderv hag an holl a oar pegen « simbolek » eo ar gêr-mañ evit ar Redadeg, evit ar Vretoned.

Met petra o deus gwelet Naonediz ? Kantadoù a dud, pep a vanniel gwenn-ha-du o redek, mousc’hoarzhus ha pozitivel hag o lavarout « Naoned e Breizh » ?

N’eo ket se o deus gwelet.

Gwelet o deus kantadoù a dud, o redek, mousc’hoarzhus ha pozitivel hag o huchal « Ar vro, ar yezh hag ar frankiz » hag ur bern traoù all.

Met dre ma oa e brezhoneg al luganioù, n’o deus komprenet seurt 99,9999% eus tud Naoned. Ma vefe lavaret dezhe eo Norvejeg o defe lavaret « ah ok ».

An doare gwellañ d’ober eus ar Redadeg un darvoud « breizhad » a vefe bet da lakaat ur mor a Wenn-ha-du o tibunañ neuze. Aze e vefe bet komprenet gant tout an dud e oa BREIZHIZ o redek e NAONED. Ha, dre-se, e vefe bet lakaet war-wel d’an holl ar stourm evit Breizh adunvanet.

Met, n’eo ket se o deus gwelet Naonediz disadorn.

Dek Gwenn-ha-du d’ar muiañ tout

Gwelet o deus ur c’hant bennak a dud o redek gant meur a vanniel disheñvel : ar Gwenn-ha-du evel just, an hini kentañ e oa memestra. Met goude-se o deus gwelet

  • bannieloù ruz,
  • ur banniel euskarad (hag ur banniel navaran memes),
  • bannieloù AEK Korrika,
  • ur banniel okitan,
  • bannieloù « repuidi deuet mat »,
  • bannieloù ruz « Breizh enep-faskour »,
  • banielloù Breizh ma oa ur steredenn ruz e-plas an erminigoù,
  • Unan ma oa bet lakaet al liv LGBT e-plas ar bandennoù du
  • bannieloù strolladoù politikel eus an tu-kleiz pellañ,
  • ur banniel « termajied »,
  • ur banniel Diwan pe zaou
  • ur banniel « Div Yezh » pe zaou
  • Ha geo ! Gwelet o deus ivez Black Blockoù « breizhad » o tougen ur giton. Gwisket e du, masklet, uhel ar skerb, lunedoù du : gwir black block « o c’hortoz ar faskourien evit ober o stal ». Ar pezh zo e oant… 4 ! Pevar leue o redek digizet e du penn-kil ha troad e-touez tud gwisket a bep liv.
  • Hag e penn ar pardon e oa un den gwisket e… flamank roz. Warnañ skrivet « pep zo gallus » (?!). Perak ? N’am eus ket komprenet.

En holl, ne soñj ket din e oa muioc’h eget 10 gwenn-ha-du e degouezh ar Redadeg. Evel e forzh peseurt manifestadeg, sonadeg pe me oar. Memes e Vierzon pe Aix-les-Bains on sur e vo gwelet etre pemp ha dek gwenn-ha-du ma vez aozet ur marathon pe ur redadeg bennak gant 100-200 sportour o c’haloupat ennañ.

Setu ar pezh o deus gwelet tud eus Naoned ar sadorn-mañ o tremen dre straedoù o c’hêr. Ne soñj ket din e vefe bet komprenet gant ar c’hard eus an hanter e oa ur vanifestadeg evit ar brezhoneg hag evit Breizh ar Redadeg.

Ha geo, un dra all : er Redadeg e oa 99,99% a vegoù gwenn. E « kêriadenn ar Redadeg » e kreiz Naoned em eus gwelet… ale… pevar den du, d’ar muiañ tout, daou vugel en o zouez. Donemat dezhe !

Enep-faskour hag eus an tu-kleiz eo an Emsav met evel e-barzh emvodoù foran ha diabarzh LFI, n’eus ket nemet tud gwenn o kemer perzh en e vanifestadegoù. Sur on ez eus muioc’h a « rasizet » en ur vanifestadeg aozet gant an Rassemblement National.

Ha neuze kamaladed penaos ‘mañ kont gant « kengej ar stourmoù » ?

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Degouezh ar Redadeg e Naoned : petra o deus gwelet Naonediz ?”

  1. Taliesin dit :

    N’eo ket ‘met ur c’hourz divourrapl da dremen. Lezenn an demografiezh a Lakay pep tra en e reizh get ar rummad-mañ ‘za. Gouenniñ ne ouia ket ar c’hleizaj gober. Gwir eo ‘hat e talv bout habask Kar ret vo gortoz un 20 blez bennak. Neuze dac’hlomp geti, graomp bugale (niverus el-rezon), desavomp-gi e brezhoneg ha get karantez, ha kredomp laret ar pezh a soñjomp.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Auto-Moto, Economie

Sécheresse : les stations de lavage au bord de l’asphyxie

Patrimoine, Société, Tribune libre

Profanation d’une statue de la Vierge Marie au son de « sale pute » : en Corse, pas de féministes, mais des promesses… [L’Agora]

International

Rachat de Warner par Paramount : la droite polonaise rêve de mettre la main sur TVN

Economie

Assurance habitation : Brest, ville la moins chère de Bretagne et de France

Histoire, International

Stephen Kertesz, le diplomate hongrois qui faisait de la paix un devoir

A La Une, Sociétal

Joseph Schmittbiel (« Mathilde ou la violence du confinement ») : « La même perversité était à l’œuvre dans les deux cas »

Sociétal

Souveraineté, Europe, Russie, Trump : le grand entretien d’Alain de Benoist avec Paul-Marie Coûteaux

Culture, Culture & Patrimoine, Histoire, Patrimoine

Neuschwanstein, le château enchanté du « roi fou » Louis II, sur Arte

Santé

Aider un proche et travailler : les salariés réclament surtout de la souplesse

International

États-Unis : une ancienne démocrate raconte l’enfer des écoles « antiracistes »

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, Sociétal

Apprendre le breton : Roudour lance ses stages de 5 jours à Quimper et Lannion fin octobre

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Sociétal, Société

Naoned : koñversanted kae ar foz o deus lañset ur skrid-goulenn a-enep an trafikañ dramm

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, International, Patrimoine

Bro-Euskadi : un hent all evit an euskareg ofisiel ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Un nozvezh a feulster e Laval

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Insolite, International, Patrimoine

Bro-Alamagn : Abaoe 3000 bloaz, ur familh a chom er memes lec’h

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Langue bretonne. Un Irlandais de Belfast publie une histoire du breton à destination des anglophones

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Brezhoweb dévoile son agenda culturel en breton de la rentrée 2026 : livres, podcasts, musique et applications

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Patrimoine, Sociétal, Société

« Difi 1000 familh », ur bloaz dija !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Apprendre le breton : Roudour ouvre ses inscriptions pour la rentrée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

« Wech », war an aod e Bro-Dreger, Parizianed o komz….

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.