Donje/Donez (44) : ur stang lakaet e lastezerezh

E Bro Sant-Nazer e oa boazet an dud da vont da gonronkañ e « stang ar mengleuz », ur mengleuz dilezet e 2004. Pesketerien a zae ingal ivez da c’hoari gant o gwalenn basketa. Siwazh n’eo ket publik ar stang-mañ. An embregerezh Charier Carrières et Matériaux a zo perc’henn warnañ ha fellout a ra d’an embregerezh sevel, er mengleuz, ul lastezerezh evit lostajoù inertek, lostajoù ar sevel tiez.

Evit hen ober e ranko an embregerezh skarzhañ dour ar stang. Kement hag evit ur poull-neuial olimpek ! Ha n’eo ket mat ar raktres-mañ d’ar re a zo o chom e kichen ar stang evel just, rak ur gêriadenn a zo, hini Revin. Ma vez kaset ar raktres da benn e tremeno kirri-samm a-hed an devezh e-biou an tiez. 40 d’an nebeutañ war un hent ha n’eo ket ledan a-walc’h.

Ur strollegezh anvet « Stop Carrière » a zo bet savet evit stourm ouzh ar raktres. Un amoug a zo bet savet ganti ha kaset da brefed al Liger-Atlantel hag ur petision a zo bet lañset.

Crédit photo : Petision AEDZRP

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : an herminigoù a zo bet tennet eus an ardamez !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

An embregerezh Arfolk he deus sinet live 2 ar garta Ya d’ar Brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Saint-Julien-de-Concelles (44) : 28 karavanenn o deus en em staliet e-kichen al lenn

Découvrir l'article

CARHAIX, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local

Emañ Langoned é vonet da sinañ live 4 ar garta « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local, Paimpol

Gwengamp-Pempoull Tolpad-kêrioù labelizet L1 gant Ofis ar Brezhoneg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Nebeutoc’h-nebeutañ a dud o teskiñ brezhoneg, perak ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

La Bressola (skolioù e katalaneg dre soubidigezh) savetaet gant ar Su

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, VANNES

Morbihan : ur renour nevez aveit polis an departamant

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, VANNES

Gwened : laeret get paotred kailh ‘ba ur park

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : bezit ur c’hwib evit 350€ !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky