
Donez (44) : Jipsianed staliet en dachenn-gampin (adarre) !
Skuizh eo ti-kêr Donez ha dreist-holl tud Donez ganto ! En em staliet o deus jipsianed en dachenn-gampin adarre tra ma oant bet skarzhet dija e miz even 2023. Abaoe bloaz e oant o kampiñ war an dachenn-mañ ha pa fell d’an ti-kêr sevel lojamantoù nevez warni ! Abalamour d’ar jipsianed n’hall ket an embregerezhioù kregiñ gant al labourioù !