An UDB Yaouank o sevel ur strategiezh “a-enep ar faskouriezh”

Setu petra emañ an UDB Yaouank oc’h ober e Katalonia : prederiañ war ur strategiezh etrebroadel a-enep ar faskouriezh gant ar re yaouank eus Esquerra Republicana, an tu-kleiz dizalc’hour katalan. Gant ur falz hag ur morzhol war ar giton war ar marc’had. A-berzh ur strollad hag a zo bet a-hed e vuhez o c’hedal ar bruzhunoù kouezhet diwar taol ar PS ha neuze EELV, ez eus peadra da c’hoarzhin !

Hag un emglev a vo sinet etre ar strolladoù “yaouank” ! Me lâr’ deoc’h ! Ha gouzout a ra Esquerra Republicana eo ur gronadig dister e Breizh an UDB ?

Ha petra e vo tem an eil devezh : ar “stourmoù queer” pe “gwirioù an divroidi” ?

Paourkaezh tud, ha dreist-holl paourkaezh tud yaouank, levezonet gant tout ar stultennoù sosietal berrbadus a zo er gevredigezh ar mare-mañ…

Nag e Bro-C’hall nag e Breizh n’hallo ket an UDB ober netra a-enep al lañv “mirour” a zo o sevel. Ha strolladoù woko-gaochist evel an UDB eo a zo penn-kaoz eus al lañv-se. Ezhomm zo eus un tu-kleiz hag a vefe evit ar bobl, evit ar vicherourien, a-enep ar “marc’had” ha n’eo ket un tu-kleiz o soursial eus an LGBT pe an divroidi nemetken, fidamdoue ! E-lec’h mont da Vro-Gatalonia e c’hellfe an UDB Yaouank mont da zDanemark ar bloaz a zeu, da selaou ar pezh en deus an tu-kleiz da lavarout enno.

Crédit photo : kont twitter UDB Yaouank

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

2 réponses

  1. Gant piv, ha pelec’h emañ ar faskouriezh hiziv ? Gant ar re ruz evel just !
    An UDB : Unvaniezh Doganed Breizh…… e galleg (en français) : Union des Cocus bretons).

  2. Comment certaines personnes osent encore paraître dans l’espace médiatique et politique .
    L’UDB est composé de traîtres qui ceux sont alliés aux socialopes.
    Regardez le résultat dans toutes les villes Bretonnes.
    En réalité tout ceux qui ne sont pas d’accord avec eux sont des fascistes et des populistes.
    Dehors les traîtres !

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS