Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Vañde : an Tchetchen e gountell hir kondaonet

E La Roche-sur-Yon, e Vañde, e miz eost 2021 e oa bet taget ur c’houplad a goñversanted vietnamian. Taolioù kountell a oa bet roet d’an daou goñversant onest ha gwir chas-labour anezho.

Met gant piv e oant bet kountellet e-giz se ? Gant pennoù touzet leun a gasoni ouzh “ar re velen” ? Gant emsaverien eus an tu-dehoù pellañ ? N’eo ket ! Gant un Tchetchen dindan dramm ha dindan OQTF ! Raksoñjet en doa e daol hag en doa klasket gloazañ don e viktimoù. Gloazañ pe gwasoc’h ken e oa leun a nerzh ar paotr an deiz-se.

En em anavezout a rae mat ar Vietnamian hag an Tchetchen rak an eil en doa graet an aluzenn d’egile, gwir ruz-botoù anezhañ. Met buan en doa komprenet ar Vietnamian e oa drammet ar paotr ha ne felle ket dezhañ reiñ arc’hant d’unan bennak evit prenañ drogach. An deiz a-raok an dagadenn en doa nac’het reiñ d’an Tchetchen 5€ evit prenañ butun droll. A-hed an noz en doa ribotet ar c’haokazian e benn gant se.

Antronoz e erruas dirak boutik ar Vietnamian ma oa o kafetañ ha dao ! Skoet gantañ div wech. Daou daol gountell, unan anezho en divjod. Degouezhout a reas gwreg ar c’hoñversant ha kountellet d’he zro !

Soudard eo bet an Tchetchen en e vro ha trelatet abaoe. Meur a wezh eo bet kaset da ospital ar re sot e Bro-C’hall. Kondaonet eo bet div wezh ha soutenet eo gant Emmaïs daoust dezhañ bezañ dibaper abaoe eizh vloaz.

Dañjerus eo dreist-holl pa ne gemer ket e louzoù. Met ne vir ket outañ da gemer a ra “louzoù” all.

D’ar 27 a viz du e oa an Tchetchen dirak lez-varn La Roche. Kondaonet eo bet da 6 vloavezh a doull-bac’h ha rediet da zistreiñ d’e vro. Eno e  c’hello c’hoari kountell gant piv en do c’hoant. Met hag-eñ e vo lakaet er c’harr-ij evit gwir ? Se zo un afer all.

Ar c’houplad vietnamiz o deus dilojet ha graet annez e Bro Paris abaoe a dagadenn. Traomatekaet eo bet o bugale gant an afer, o merc’h henañ a dleas bezañ ospitalizet abalamour d’ar stress memes.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Ensauvagement, Immigration, Justice, Société

« Un travail normal ». Un Tunisien vole 600m de cuivre en Vendée

Découvrir l'article

Sociétal, Société

La Roche-sur-Yon (Vendée) : l’épicerie “Az-Zahra’A” fermée en urgence par le préfet

Découvrir l'article

Immigration, Local, NANTES

Nantes/La Roche-sur-Yon : un Afghan refuse de quitter son hébergement, l’Etat est impuissant

Découvrir l'article

BREST, Justice, Local, Société

Brest : Taolioù kountell, emzoug fall, Mahorad ha c’hwezh ar boeson

Découvrir l'article

Ensauvagement, Justice, Société

Vendée. Sans travail, touchant le RSA, ne parlant pas le français, ivre, il frappe sa femme

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société

Naoned : an animatour ganet er Brazil a blije kalz dezhañ loeroù ar merc’hed bihan

Découvrir l'article

Clisson, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local

Un dremenell ouzhpenn a vo savet etre Breizh ha Vañde. Ya, met un dra vat e vo !

Découvrir l'article

A La Une, Société

Elèves de l’ICES et stand LGBT. Autopsie d’un lynchage politique et médiatique aboutissant… à une relaxe générale

Découvrir l'article

A La Une, Société

Agression homophobe à la Roche-sur-Yon : le procès du vide

Découvrir l'article

A La Une, Société, Vidéo

La Roche-sur-Yon. Inquisition judiciaire contre des jeunes accusés de violences et d’injures homophobes – 2 exclusions définitives de l’école catholique [Vidéo]

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky