Gwaled/Valette (44) : un emsaver LFI taget war ar marc’had met gant piv ?

Publicité

O reiñ traktoù e oa war marc’had Gwaled/Valette, kêrbenn Bro Gwiniegi Naoned, ha taget eo bet gant un enneber : un emsaver LFI en deus savet klemm goude bezañ bet skoet gantañ d’an 29 a viz genver. Dent a zo bet torret dezhañ, gloazet e zremm. Biskenn eo !

Peseurt traktoù a veze roet gantañ ? Traktoù evit Gaza an hini eo. Abalamour da se eo bet taget marteze. Abaoe tarzh ar brezel nevez etre Israël hag an Hamas n’eo ket bet sklaer-sklaer LFI : ha souten a ra an Hamas, an islamisted pe get ? Rak souten ar Balestinianed o vevañ dindan ar bombezennoù zo un dra, souten gwall-sponterien an Hamas zo un dra all.

Met estreget an Hamas hag ar Palestin a zo e-barzh sac’h d’an diaoul : e Bro-Frañs, piv eo « pratikoù » LFI ? Strollad piv eo deuet da vezañ ? Strollad ar vicherourien pe strollad poblañsoù all ? Amañ emañ an dalc’h.

E Gwaled/Valette, abaoe an dagadenn, e vez kaset kemenadennoù dizehan gant LFI evit « kondaoniñ an argad« . Normal ! Met n’eus ket anv enne a biv e oa an tagour. Peseurt doare den e oa ? Iskis evelkent ! Normalamant e vefe bet kavet ul liamm bennak gant « an tu-dehoù pellañ » hag « eurioù teñvalañ hon istor ». Hag aze, netra ! Petra ? Ne oa ket ur « faskour », un « nazi » ? N’en deus ket lavaret netra o skeiñ ouzh an emsaver LFI ? N’eus ket savet e vrec’h ? Ne oa ket gwisket chik ha cheuc’h evel ur c’hatolik tradi eus ar Gwiniegi ? Ne oa ket touzet e benn evel ar pennoù touzet az a da « dagañ Roazhon 2 ingal » (e-barzh fantasmoù ar gaochisted bepred).

Met gant piv zo bet taget un emsaver LFI war marc’had Gwaled/Valette d’an 29 a viz genver eta ?

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Gwaled/Valette (44) : un emsaver LFI taget war ar marc’had met gant piv ?”

  1. Patrick Yves GIRARD dit :

    Gwell ew trei Vallet eget Valette kerbenn enezenn vMalta anezhi me ‘gav din-me, neketa ?

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture & Patrimoine, Histoire, Politique

A Arras, LFI rend hommage au terroriste Robespierre !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Digornogiñ Bro-C’hall aotroù Yazid Arifi ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, PLOËRMEL, Politique

Ur c’houlzad evit ma vefe torret al lezenn a-enep ar mouch er skol

Découvrir l'article

Politique, RENNES

Marie Mesmeur (LFI) : est-elle « multiculturaliste », « révoltée » ou « solidaire » ?

Découvrir l'article

Politique

Revue de presse : la gauche éclatée, l’État local et la Bretagne dans le débat politique

Découvrir l'article

Politique, Tribune libre

39-45 : cette rente que la Gauche n’est pas prête d’abandonner [L’Agora]

Découvrir l'article

Social

Sabotages, intimidations, attaques : l’ultragauche violente et l’angélisme coupable de l’État français

Découvrir l'article

Politique

Fête de la musique à Paris : deux journalistes de Frontières agressés et pourchassés en marge d’un rassemblement LFI

Découvrir l'article

International

22 600 civils tués par des armes explosives en 2025 : un rapport accable les forces armées étatiques, Israël en tête

Découvrir l'article

Immigration, Politique, Tribune libre

Cette élection présidentielle où le « racisme » et « la Nouvelle France » seront les thèmes principaux [L’Agora]

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.