Brest : ar roumanian a zo diskred warnañ « gweladenniñ » an burevioù-butun a chomo en toull-bac’h

Chom a raio en toull-bac’h ! D’ar 26 a viz ebrel e tivizas lez-varn Roazhon da leuskel er prizon unan eus ar Roumanianed a zo diskred warno « gweladenniñ » ar burevioù-butun eus Penn-ar-Bed hag Aodoù-an-Arvor. Etre miz kerzu 2022 ha miz meurzh 2023 e oa bet laeret c’hoarioù da gravat, sigaretennoù, objedoù hag arc’hant e 13 burev butun eus kôrnog Breizh. 3 Roumanian a oa bet tapet o foltred gant kameraioù eveshañ ar c’henwerzhoù ha adkavet e oant bet da c’houde a-drugarez d’ur meziant digejañ an dremmoù.

Furchadeget e oa bet o ranndi eus Brest hag aze e oa bet adkavet prouennoù a bep seurt gant ar boliserien : kartouchennoù sigaretennoù, pakadoù butun ha kartennoù da gravat.

Hervezo o doa graet tout-se evit « paeañ un oberatadenn d’un niz klañv dezho ». Siwazh dezho, n’eo ket bet kendrec’het ar varnerien…

Da c’hortoz o frosez e kendalc’hint da gousket en toull-bac’h.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Rostrenn : panellig al lorc’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIMPER, Société

A-benn miz gwengolo, ur c’hlas divyezhek e Plogoneg (Bro C’hlazig)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kenstrivradeg danevelloù : ha prest oc’h da skrivañ e brezhoneg war dodenn ar « c’hoad » ?

Découvrir l'article

BREST, Santé

À Brest, la clinique Keraudren ouvre les portes de la chirurgie robotique au grand public

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, LANNION, Local, Société

Buan, ur c’hlas all evit ar skol divyezhek eus ar C’houerc’had !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Patrimoine

Ha c’hoant ho peus da zeskiñ kerneveureg ?

Découvrir l'article

BREST, Culture & Patrimoine, LORIENT, Patrimoine

Le Musée National de la Marine : Plus de 655 000 visiteurs en 2025, avec des records à Port-Louis et Toulon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, LORIENT, Société

An Oriant : ur skol divyezhek etre ar c’hrog hag an diskrog

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Société

Penc’herieg (44) : muioc’h-mui a diez laeret !

Découvrir l'article

BREST, CARHAIX, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Ar familh Caro dirak al lez-varn evit difenn anv-bihan o mab : Fañch

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.