Brest : un paotr eus « Ponta » kondaonet ha.. lesket da vont !

Publicité

Goude ur mizvezh en toull-bac’h n’eo ket gwall fier ar paotr : un den eus « Ponta » a oa barnet d’ar meurzh 6 a viz eost gant lez-varn Brest evit bezañ skampet kuit gant e oto dirak poliserien hag a glaske kontroliñ anezhañ. E-pad 30 munutenn e voe graet tout ar pezh a oa difennet d’ober a-dreñv ur rod-stur gantañ : treuziñ al linennoù gwenn, tremen pa oa ruz al lutig, mont a enep-red ha dreist-holl plantañ tizh e straedoù ma oa dañjerus tre d’hen ober.

Keuz zo deuet gantañ dirak ar barner (hervezañ). Met re ziwezhat e oa ! Displegañ a reas ne felle ket dezhañ bezañ tapet gant ar boliserien rak goursez e oa war e chouk abalamour d’ur gondaonidigezh diwezhañ.

A-benn ar fin e teuas a-benn ar boliserien da lakaat an dorn warnañ. Met ne oa ket echu an afer rak kavout a rejont dramm e-barzh an oto ha muioc’h c’hoazh e-barzh e gambr eus oaled al labourerien yaouank. Ostilhoù an trafikour dramm a oa gantañ zoken : ur bouezerez, kannab, kokain. Hervezañ ne oa ket un trafikour, ur « vagerez » ne lavaran ket. Delc’her a rafe dramm en e gambr evit unan all.

Ha kredet eo bet gant ar barner ! Ya ! Da 18 mizvezh toull-bac’h en o zouez 9 mizvezh gant goursez eo bet kondaonet nemetken. Ha n’eo ket bet torret ar goursez kozh ha lesket eo bet da vont evit an dramm zoken !!! N’eo ket dre e faot, ur « paotr bihan » eo c’hoazh en e benn…

Forzh penaos eo bet lesket da vont da vat goude ar prosez. Distroet eo d’ar gêr. Dav e vo dezhañ mont da wel barner dedalvezout ar c’hastizoù ! Ma peus c’hoant evel just…

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

 

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Economie, Environnement

Bretagne. Une campagne estivale rouvre le débat sur le nucléaire, cinquante ans après Plogoff

Découvrir l'article

Insolite

Comment le Stade Rennais a mené un lycéen américain jusqu’à la langue bretonne

Découvrir l'article

A La Une, Social

Bretagne administrative. 320 000 ménages de plus d’ici 2050 : la région se peuple, mais les foyers rétrécissent

Découvrir l'article

A La Une, Santé

Où vit-on en meilleure santé en Bretagne ? Grandes villes et villes moyennes, le classement complet

Découvrir l'article

Cyclisme, Sport

Comment un Breton a transformé un pari en famille en jeu de pronostic pour tout le Tour de France

Découvrir l'article

BREST, Politique

Brest : Franck Besombes joue la carte Retailleau

Découvrir l'article

Environnement

Vagues de chaleur marines : la façade Manche-Atlantique bretonne parmi les zones qui se réchauffent le plus vite

Découvrir l'article

Santé, Social

Maisons de retraite, internats, casernes : qui sont les 74 500 Bretons vivant en communauté ?

Découvrir l'article

Politique

Revue de presse : la gauche éclatée, l’État local et la Bretagne dans le débat politique

Découvrir l'article

BREST

Odysséa Brest revient le 13 septembre pour sa 24e édition contre le cancer du sein

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.