Pempoul : ar Parizian eus an 9-3 en doa taget ur c’hrennard e-barzh un afer dramm, 12 mizvezh gant goursez !

Publicité

Pempoul e Bro-Oueloù… Gwechall e oa tomm an traoù a-wechoù e karter ar porzh gant ar varteloded o doa tapet ur friad met bremañ eo deuet ar gêr da vezañ ur seurt adlec’h eus ar bannlevioù parizian !

E miz eost 2023 emañ daou grennard o tebriñ er McDo. Pemzek bloaz eo an hini yaouankañ. Un den a 23 bloaz az a da gaout anezho. Hag ober biz d’unan anezho ! Gourc’hemenn a ra dezhañ d’e heuliañ betek ur c’harr-tan hag a zo parket un tamm pelloc’h. Ennañ, daou gomper. An tri a zo arruet eus Paris, eus ar Seine Saint-Denis, kement ha bezañ rezis. Kondaonet eo bet ar leader meur a wech dija (evit houlierezh hag evit bezañ lakaet ur vinourez da sklavez). Ur sapre abostol eo ! Dindan evezh barnerezhel e oa d’ar mare-se (ha ne zeuet ket mui da sinañ), forzh penaos…

Un afer dramm eo ar wech-mañ. Amprestet en deus ar c’hrennard dramm digant ar paotr ha n’en deus ket restaolet anezhañ a-walc’h kar butunet en deus ul lodenn eus ar pakad. E-barzh metoù an drafikourion eo seurt c’hoari teurt ur pec’hed bras !

Mont a ra ar c’harread da di ar vamm evit bezañ restaolet ganti. N’emañ ket er gêr. Ha dao ! War-du ti an tad. War an hent e vo roet fest ar vazh d’ar c’hrennard. Gloazet eo. Ya met ur wech arruet e ti an tad ne vo ket ar memes c’hoari evit ar barizianed : n’eo ket eñ ur sac’h goullo an tad ! Daoust d’ar c’hourdrouzioù a vez graet outañ e rebarb ouzh ar skipailh trafikourion. Hag int kuit, spontet !

A-benn ar fin e vo galvet an archerien gant an tad ha kavet paotr an 9-3 e Pontrev, e-barzh ranndi un « eks ». Kar merc’hed zo a zo sot a-walc’h evit mont gant seurt c’hwilhed !

Kaset dirak al lez-varn ar sizhun dremenet e nac’has reiñ anv e gomperien. N’eo ket strikt : daoust d’e roll lez-varn ha d’e brofil eo bet kondaonet da 12 mizvezh toull-bac’h gant goursez ! Deboner ar justis e Bro-C’hall !…

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Sociétal

Oise. Un chasseur risque 30 ans de réclusion…pour avoir tiré sur des cambrioleurs en fuite

International

L’Oktoberfest victime de la police du vêtement : les décolletés jugés problématiques

Tourisme

Tourisme en Bretagne : une fréquentation stable, mais des retombées économiques en baisse

International

Comment la Hongrie a fermé sa frontière malgré les revers judiciaires de l’UE

Auto-Moto

Freinages fantômes : la Ligue de Défense des Conducteurs dénonce l’inertie du gouvernement

International

Libérations anticipées au Royaume-Uni : la suppression des peines IPP inquiète

Sociétal

Élever un gentleman au XXIe siècle : la politesse ne suffit pas

retraites

Social

Retraite : de plus en plus de seniors reprennent le travail, entre choix et nécessité

basque

E brezhoneg, International

E Saint-Pierre d’Irube (Euskal Herria), an euskareg lakaet ofisiel

Sociétal

Un philosophe distingue « réalisme racial » et « mémoire ethnique » pour repenser l’immigration

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Kemper : dramm hag arc’hant seziset gant ar polis

Découvrir l'article

Sociétal

Le Figaro, la violence et le silence organisé : quand la presse de référence choisit de ne pas voir

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société

Machikoul (Bro-Raez) : un trafik dramm merret eus ul lojamant sokial

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sociétal, Société

Goueled-Goulen (44) : difennet eo ar protoxid azot war ar gumun

Découvrir l'article

Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Machikoul (44) : dramm, armoù hag arc’hant sezizet

Découvrir l'article

BRIEC, E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Brieg (29) : unan eus daou « go-fastour » kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, QUIMPER, Société

Kemper : un trafik dramm etre Norzh Bro-C’hall ha Breizh torret

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : ur sac’had « patatez » prizius kenañ…

Découvrir l'article

Sociétal

Bobigny : libéré après 16 mois de détention, le policier Éric G. brisé par une justice à deux vitesses

Découvrir l'article

Insolite, LANNION, Local

Une femme de Seine Saint-Denis réclame 200 millions d’euros à la ville de Lannion pour une broutille

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.