E Kemper ez eus muioc’h-muiañ a boentoù deal hag emañ an trafikañ dramm o tarzhañ ‘m eus aon. Gant ar boleserien zo bet seziset kannab ha kokain mui 16 000€ a arc’hant laosk e meur a ranndi d’ar 14 a viz ebrel. En holl e oa 300g a gannab, 50g a gokain hag un arm. Tri den a zo bet serret. D’ar 17 a viz ebrel ez eus bet lañset un imbourc’h lezvarnel gant lez-varn Kemper.
Hervez an Telegramm e oa bet savet ur seurt Ubershit gant ur strollad a drakiferien, en o zouez ur minor. War ar rouedadoù sokial, Snapchat da skouer, e veze urzhiet an dramm. Ha kaset er gêr war eeun pe en ul lec’h bennak gant ur c’homis war ur skouter.
Hervez ar bilañs 2025 emañ gwasoc’h-gwasañ an traoù e Penn-ar-Bed a-fed dramm. En departamant ez eus 15% a aferioù dramm ouzhpenn, e Bro-Vrest eo +35% gant fuzuilhadegoù bep sizhun pe dost etre bandennadoù oc’h en em chaokañ evit un tamm trotouer.
Hag evel just, n’eus tamm liamm ebet gant ar « Ramplasiñ Meur ».
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.