Trafik a otoioù laeret e Bro-Naoned : hir evel an drougamzer e oa roll lez-varn ar re gondaonet

A-wezhioù ez eus peadra d’en em c’houlenn petra ‘ra seurt c’hwilhed en hor bro… ha perak ne vez ket kondaonet anezho da zegadoù a vloavezhioù toull-bac’h e-lec’h ober daka war o dorn bewech m’en em gavout a reont dirak ar barner !

E Bro-Naoned e veze laeret otoioù tro miz ebrel-mae 2023. E Bro-Klison dreist-holl. Goude-se e veze cheñchet plakennoù ar c’hirri-tan hag adwerzhet dre ar rouedadoù sokial. Simpl an traoù ! Evel just e veze laeret ivez tout an traoù a oa en otoioù-mañ. Met an objedoù-se o deus traïset al laeron rak kavet int bet ganto pa oa degouezhet ar boliserien d’o zapout.

Ar re a zo prezantet d’ar barner d’an 20 a viz mae e Naoned a zo hir o roll lez-varn, hir evel un deiz hep butun ‘m eus aon : Diwar ar pevar den tamallet, unan nemetken a oa dirak ar barner, ar re all a oa dija en toull-bac’h : unan en deus 11 menneg war e roll, emañ prizonet evit bezañ klasket palforsiñ e c’hoarezed ! An eil a zo e Fresnes evit un afer all hag ar pevare hini a zo dindan gulatoriezh kreñvaet. Ne ouier ket hag e c’hello bezañ barnet pe get zoken. 20 vloaz eo. Ur brizachadenn psikiatrek a zo war ar stern evitañ.

A-benn ar fin int bet kondaonet da 30 mizvezh, daou vloavezh hag ur bloavezh a doull-bac’h.

Betek ar wezh kentañ !

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, Local, NANTES

Naoned : 38 ti laeret e-korf 5 miz evit ur Roumanian

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, ST-NAZAIRE

Liger-Atlantel : poliserien faos, Al Pacino faos met termajied wir ha gwir laeron !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Bro-Naoned : podoù katalitek laeret, un dell-gastiz a 6 milion € !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Bro-Naoned : 5 karr-tan laeret gant termajied gwisket e poliserien

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Ur milion € ouzhpenn evit sevel archerdi nevez Sant-Brewenn (Bro-Raez)

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, NANTES, Patrimoine

Sant-Marzh-an-Olivenn (44) : fellout a ra da dud ar gumun saveteiñ o skol kozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Environnement, Local, NANTES

Grip an evned e Henwinieg (44) : un takad kenfinañ a 10km² !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky