Bro-Naoned : podoù katalitek laeret, un dell-gastiz a 6 milion € !

E Bro-Naoned, e oa bet savet un trafik a bodoù katalitek laeret gant ur vandennad a dermajied bolonad. Allas, e miz c’hwevrer 2022 e oa bet sonet kloc’h fin an ehan gant an archerien. Etre 700 ha 800 pot a veze kaset da vro-Bologn bep eil sizhun gant ar familh. E seurt podoù ez eus metalioù rouez hag a c’hell bezañ gwerzhet keroc’h evit an aour war a seblant. Ma vez didroc’het mat e c’hell ar pot bezañ gwerzhet ker-ruz ivez.

Etre an duonierion hag al laeron (yaouank) eo 11 den a zo bet serret gant an archerien. Etre Reudied ha Pentelloù e oa o zachenn chaseal. War parkvaoù ar McDoioù pe e fiñ-foñs tachennoù an dermajied e veze gwerzhet hag eskemmet ar podoù. A-hed ar bloavezhioù e oa bet dastumet ur bern arc’hant gant ar vandennad, « evel ur mengleuzier » e-giz e vez lavaret e brezhoneg. Ha gant an dermajied e veze diskouezhet e oa arc’hant er gêr daoust dezh bezañ dilabour ez-ofisiel. Setu ar pezh en deus sachet evezh ar varnerien ‘m eus aon.

D’ar c’hentañ a viz gwengolo e oa an duonierion dirak lez-varn Naoned. Ouzhpenn d’ar c’hastizoù toull-bac’h zo bet reklemmet ur pikol tell-gastiz a 6 milion a euroioù gant ar valtouterien ! E-keñver an arc’hant rastellaet n’eo ket kalz a tra.

A-benn daou viz e vo embannet ar varnadenn.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS

ABONNEZ VOUS À NOTRE NEWSLETTER

Pas de pubs, pas de spams, juste du contenu de qualité !