Tolpadoù foran a zo bet n’eus ket pell zo etre Bro-Sant-Brieg ha Bro-Gwened aveit ma vehe addigoret ar linenn tren An Alre-Sant-Brieg. Ur gevredigezh a zo hag a stourm aveit se.
Dibaoe 2006 n’eus ket mui trenioù get tud e-barzh é tremen àr an hent-houarn-mañ ha dibaoe 2012 n’eus ket mui trenioù marc’hadourezh memes. Ha newazh n’eo ket bet diglasifiet ar linenn. Ent-ofisiel emañ atav ur linenn tren ! Bout m’en deus kresket ar strouezhaj etre ha tro-dro ar reilhoù, kaer eo goût.
Kaoz a zo da lakaat goudroñs àr ar linenn hag a yafe da « hent glas » èl mah eus ur bouchad anezhe, un tamm partout e Breizh, e plas ar linennoù tren abolisaet.
Mes, dre ma n’eo ket bet diglasifiet ar linenn tren e vez paeet c’hoazh un taos get ar c’hêrioù treuzet geti. Setu ar pezh a zo bet dizoloet àrlene get ti-kêr Sant-Herve, ur gêrig etre Lozaog ha Sant-Brieg, da skouer. Un taos a zo aveit ar c’hroasentoù-houarn hag an tachennoù ma zo bet savet ar linenn àrne…. linenn hag a zo bet abolisaet 13 vloaz zo ! Ha paeet vez 181€ bep blez memestra !
Savet zo bet goulennoù doc’h an SNCF get ti-kêr Sant-Herve mes gortoz a ra ar respont dibaoe miz kala-gouiañv 2024. Hag aon en dehe ar gompagnunezh e vehe bet roet avel d’ur c’had bennak get Sant-Herve hag e vehe kumunioù arall é wiriekaat o c’hontoù da heul ?
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Sant-Herve (22) : Paeiñ aveit un « tren seblant »”
Evit ur wech ez on a-du gant ar CGT a c’halv d’ar c’hevredigezh « evit kas da benn ur raktres galloudus hag unvaniñ evit hor rannvro » liamm enlinenn : Tren e Breizh : un hent-glas e-lec’h an hent-houarn, « un dilerc’h enor » ; https://actu.fr/bretagne/saint-brieuc_22278/train-en-bretagne-une-voie-verte-a-la-place-de-la-voie-ferree-un-gachis-immense_62224898.html.